Distro lec'hienn web
KANENNOU WAR FOLLENNOU-DISTAG
E BRO-GWENED
Mestroniezh Myriam GUILLEVIC
SKOL-VEUR BREIZH UHEL 1997-1998
Dindan renerezh Yann-Ber PIRIOU
DIGORADUR
"La chanson populaire vannetaise a conservé mieux que les autres le cachet véritablement breton parce que le morbihan n'a pas connu les oeuvres de demi-lettrés publiées ailleurs sur feuilles volantes"
An asuradenn-mañ a ziskouezh en un neubeud gerioù petra a sonj ar re o deus studiet lennegezh a Vreizh a-zivoud al lennadur war follennoù-distag. Evito n'o deus ket an oberennoù-se ur spered brezhonek.
Ar c'hanaouennoù moulet war follennoù-nij a oa savet gant tud ag ar bobl evit ar bobl. Yann ar Minous ha Yann ar Gwenn a zo an daou skouer a ganerion-red anavezet ar muiañ e Breizh.
Neuze petra a oa disheñvel e bro-Gwened ?
Daniel GIRAUDON, en deus studiet ar follennoù-distag a skriv :
"Il existe bien des feuilles volantes en dialecte vannetais, mais elles sont toutes sans exception, des cantiques, à quoi s'ajoutent de minces brochures d'édification religieuse".
E 1942 en deus klaset Joseph OLLIVIER war-dro 1 000 sonennoù moulet war follennoù-distag mes hani ebet ag ar vro-Gwened ha n'eo ket meneget ivez moulerion bro-Gwened.
Neuze perak studiañ ar follennoù-distag e bro-Gwened ?
Traoù disheñvel a zo bet moulet war follennoù-distag e bro-Gwened memes tra ha studiet e vo amañ nemet ar c'hanennoù savet e gwenedeg. Laosket e vo a goste :
- an divizoù evel an diviz "Merhed bro Frans" moulet gant LAFOLYE (hep bloavezh ha sinadur),
- ar c'hanennoù war follennoù-distag n'int ket bet savet e gwenedeg zoken ma vehent moulet e bro-Gwened evel ar sonenn "Emgann Pondi" moulet en Oriant mes savet gant Taldir Jaffrennou e K.L.T. pe evel "La complainte des Trépassés" moulet gant en ti GALLES e Gwened ha savet e gallek.
En ur gouzout peseurt kanennoù oa moulet war follennoù-nij ha piv en deus savet, moulet ha gwerzhet anezho e c'hellimp gouzout resisoc'h perak n'int ket bet ken anavezet ar sonennoù war follennoù-distag e bro-Gwened.
Evit studi ar sujed-man e oa red, da gentañ, klask dastum un toullad kanennoù war follennoù-nij. Kavet ez eus 337 kanenn a-ziwar 28 dodenn disheñvel. Implijet eo bet meur a vammenn evit an enklask-se (I). Goude-se e studiimp ar c'horpus (II). Ar studi-se a gaso titouroù a-ziwar aozerion ar c'hanennoù (III), moulerion ar follennoù (IV) hag evit echu e vo gwelet penaos a oa gwerzhet ar follennoù-distag (V).
Evit kas da benn ar c'horpus-man am eus implijet mammennoù niverus : an dielloù, ar gevredigezh Dastum, al levraouegoù hag enklaskoù gant tud a anavezan pe tud am eus anavezet evit gober an dastumad a vo kavet aman.
Goude boud dastumet ar 337 follenn a zo e-barzh ar c'horpus-man e oa red klokaad an dastum gant titouroù all ha displeget a vo an hentenn am eus heuliet evit gober al labour-man.
Evel eo bet lavaret a-us, kavet eo bet an 337 follenn implijet evit ar studi-man e mammennoù dishenvel : ar gevredigezh Dastum (1), Dielloù ar Morbihan (2), Kloerdi bras Gwened (3), al levraouegoù (4) ha mammennigoù all (5).
Ar grafik niverenn 1 a ziskouez al lod a-bouez kemeret gant ar follennoù a zeu a Dielloù Keranna hag a gevredigezh Dastum.
27 % ag ar follennoù a zo bet kavet a zeu a gevredigezh Dastum e Roazhon. Bez ez eus ur lod sonennoù war follennoù-distag e Levraoueg Dastum. Ranket int e daou rummad : ul lod a zo evit ar re meneget e levr-roll Ollivier, ul lod all evit ar re all. N'eus kanenn e gwenedeg moulet war follenn-distag ebet e listenn Ollivier. Neuze int oll e-barzh an eil rummad. Klask oa red e-mesk oll ar follennoù-se ar re a oa skrivet e gwenedeg. Evel just ne oant ket ranket dre rannyezhoù ha red eo bet klask an eil goude egile. 92 eilskeudenn follennoù-orin a zo dastumet aze. Orin ar follennoù a zo merket gant lizherennoù :
- B.L. evit Abati Landevenneg
- BMR evit al levraoueg Roazhon
- K. La Borderie evit fons la Borderie a zo en Abati Kergonan
- K (D) evit fons D en Abati Kergonan ivez.
Ul lod bras awalc'h ag ar c'horpus a zeu a Zielloù ar Morbihan e Gwened. E rubrikoù disheñvel eo bet klasket :
ë dielloù an ti-mouler Galles a oa an ti-mouler brasañ e Gwened ;
ë dielloù privez evel font LE DIBERDER ha font GILLIOUARD (rummad 43J). Edouard GILLIOUARD (1894-1978) en deus kroget dastum sonennoù gant Yves LE DIBERDER (1887-1959). Labouret o deus asamblez betek 1916. Dont a reas war-raok en e unan. Un neubeud follennoù a zo ivez e font BEUVE-MERY (rummad 10J). An Aotrou BEUVE-MERY (1885-1953) a voe person Teiz etre 1914 ha 1938. Dedennet gant istor e barrez e skrivas pennadoù evit ar Société Polymathique du Morbihan hag e tastumas un neubeud kantikoù. Rein a reas e baperioù da Zielloù ar Morbihan.
ë dielloù ar parrezioù.
ë rubrik ar skeudennoù (2 FI). Aze eo ranket al limajoù e-giz Epinal evel ur "g/Kannen en inour de sant Nikodem" (niv.17).
Nitra zo diellet dindan anv sonennoù war follennoù-distag ha rekiz eo mont da besketa. Kalz a follennoù a zo bet kavet dre zegouez.
Aes awalc'h oa an enklask e dielloù ar c'hloerdi bras e Gwened rak eo dastumet ar c'hanennoù asamblez en div voest. Gallout a reomp kavout aze kanennoù relijiel evel-just ha sonennoù all zoken.
11 % ag ar c'horpus a zeu a gloerdi bras Gwened.
Hervez an Aotrou ROUAULT a ra war-dro dielloù Keranna eo bet kollet ur voest leun a follennoù-distag en ur dilojañ an dielloù e 1991. Kavet eo bet aze, koulskoude, kalz a follennoù re ne oant ket ranket mes lakaet (hag ankounac'het !) en ur c'horn d'al levraoueg, re all ranket mat e-barzh cahieroù gant an tad TALLEC, a rae war-dro al levraoueg a-raok an Aotrou ROUAULT.
Aze ema miret ivez levrigoù e-lec'h eo bet dastumet ha strobet traoù dishenvel evel katechemoù, pedennoù ha follennoù-distag. E-mesk al levrioù-se e kaver kantikoù savet ha strobet gant an Aotrou Mathurin SANSON (1736-1811), person Meucon etre 1779 ha 1811.
Al levraoueg Roazhon a wasked un niver bras a follennoù-distag mes bet int bet dastumet gant Dastum dija. E levraoueg Gwened am eus kavet ur follenn hepken.
Chom a ra un imbourc'h d'ober el levraouegoù all bro-Gwened ; an Oriant, Pondi...
Evit sevel ar c'horpus eo bet klasket follennoù e foarioù traoù kozh ha peder eo bet kavet evel se. Kelaouerion o doa follennoù ganto o deus amprestet anezho evit gober eilskeudennoù. Kanennoù oa ivez e presbital Pleniau. Ur lodenn follennoù a zo e dielloù Ar Vojoù e Epinal mes ne m'eus ket bet aotret d'o wellet.
Da gentañ eo bet graet ul listenn ag oll ar c'hanennoù en urzh int bet kavet. Al listenn-se a zo bet enrollet war ar poellad EXCEL evit kaout an tu da zibab hervez musulioù dishenvel. Unnek rummad a ditouroù a zo :
- an niverenn : un niverenn a zo bet roet da bep follenn en urzh eo bet kavet anezho. Pa ez eus meur a ganenn war ur follenn ez eus un niverenn hepken. Da skouer e talv an niverenn 209 evit "Kannen Sant Iehann er Badéour" ha "Peden de Sant Melan" a zo war follen anavet "Kanenneu eit Parréz Plérin". An niverenn-se a heulio etre krochedoù bep skouerenn a sonennoù a vo implijet a-hed al labour-man.
- ar mammenn : pep mammenn en deus ur c'hod dishenvel :
DAM evit Dielloù ar Morbihan
D evit Dastum
E evit ar c'hanennoù kavet dre mammenigoù all. Goude an E am eus laket anv an dud o deus amprestet pe roet ar follennoù evel, da skouer, E - AR MOUEL evit ar follenn amprestet gant an Aotrou AR MOUEL (niv. 62 da skouer) pe E - TROKATA pa eo bet kavet ar follenn e-barzh un drokata
KB evit ar c'hloerdi bras
KK evit kloerdi Keranna
KK-Lniv evit ar follennoù strobet ; an niverenn a heul a zo niverenn al levr.
LG evit Levraoueg Gwened
- ar c'hod : Implijet am eus an doare de glasifian ar c'hanennoù diazezet gant Patrick MALRIEU "Classification spécialisée - bibliothèque de versions de chants de tradition populaire" a vo kavet e stagadenn 1. Else o deus buhezioù ar sent ar c'hod 1510.
- an titl : Titl ar ganenn a zo merket aman. Pa ez eus meur a ganenn war ar follenn, e vez heuliet titl ar follenn gant titl ar ganenn. Ar sonennoù "Inour", "Peden" ha "Person neué Belz" a zo klaset, da skouer, dindan anv "Dasson un dé kaer" (niv 198).
- ar ger-alc'hwez : implijet e vez ivez ur ger-alc'hwez evit pep ganenn rak e aesae an enklask evit gouzout, da skouer, ma en doa bet kavet meur a ganenn evit an hevelep sant. Evit buhez ar sent eo ar ger-alc'hwez anv ar sant. EFFLAM a zo ger-alc'hwez ar sonennoù "Cantik spirituel én inour en eutru sant Tyflam" (niv 28) ha "Sant Efflam - E harp" (niv 43).
ar barrez : N'eo ket bet leuniet ar rubrik-se atav mes nemet pa eo meneget ar barrez. N'eo ket red d'ar ganenn bout relijiel. E giz-se eo meneget ar barrez GREGAM evit "Er votaj e Grégam 1914" (niv. 56) hag evit "Kannen Sant Eloé inouret é Lopabu-Grégam"
(niv.93).
- ar mouler : Skrivet eo aman ar menegoù a zo war ar follennoù a-ziwar ar voulerion. Evel-se e kaver alies anv ar mouler, ar ger ema e labour enni hag a-wezhioù e chomlec'h resis. Klaset eo bet ar menegoù-se en urzh :
- an anv-familh da gentañ (da skouer : GALLES)
- an anv-bihan pe lizherennoù an anv-bihan (da skouer : J.M.)
- ar chomlec'h (da skouer: Ru en Ti-a-Guér)
- hag ar ger evit echu (da skouer : Guéned).
A-wezhioù e vez kavet menegoù all evel "GALLES L. mollour en Eutru Escob", pe bloavezh ar mouladur pa eo meneget ivez bloavezh ganedigezh ar ganenn. (da skouer : MEHAT 1952 war ar follenn niv. 109)
- an devezhiad : meneget eo aman nemet bloavezh ar ganenn (pe ar mouladur ma n'eo ket muioc'h a ditouroù).
- an aozer : Aman eo meneget anv aozer ar ganenn dre e anv-familh hag e anv-bihan pe dre e anv-plunvenn. Da skouer e kaver BAYON J, BAYON Job hag ER GLEAN Job evit ar memes aozer. An anv skrivet e lizherennoù stouet a sinifi n'eo ket anv an aozer meneget war ar follenn-distag mes kavet eo bet dre hentennoù all. Aozer ar sonenn niv. 67 "Guerzen Sant Iehann" eo bet kavet gant skoazell "Dihunamb" e-lec'h m'eman sinet ar ganenn gant Golvannig alias OLIEREU Jean-Baptiste. Goude al lizherennoù e kaver a-wezhioù etre krochedoù anv an aozer kuzhet a-drenv al lizherennoù.
- an ton : pa ema meneget ton ar ganenn war ar follenn eo bet inskrivet er rubrik-man. Ar meneg "gant an ton" a sinifi ema merket war ar follenn ar skrid musik. Ar "0" ar sinifi n'eo meneget nitra a-ziwar an ton.
- titouroù all : traoù dishenvel a zo inskrivet amañ : da skouer pa vank pajenn ur follenn eo meneget er rubrik-man. An ti-moulerezh LAFOLYE a lak un niverenn war ar follenn ha meneget eo an niverenn-se ivez aze. Evel-se e kaver an niverenn 104-27 evit ar follenn niverenn 209.
Goude boud kavet ar c'hanennoù e oa red klask titouroù a-ziwar saverion, moulerion, kanerion ar sonennoù-se.
202 follenn a zo sinet gant anv an aozer, gant e anv-plunvenn pe c'hoazh gant lizherennoù. Lakaet eo bet war ur roll-skridoù oll an anvioù merket war ar follennoù. Da c'houde oa red diforc'hiñ an anvioù d'an anvioù plunvenn ha klask gouzout piv oa kuzhet a-dreñv al lizherennoù pe an anvioù-plunvenn. Evit an dra-se e c'helleher implijañ meur a zoare :
- levrioù : levr J- MALO-RENAULT "Les Pseudonymes des Bretons 16ème-20ème siècle", levr Lukian RAOUL "Skrivagnerien Brezhonek", "Répertoire de Bio-bibliographie bretonne" René KERVILER, Loeiz HERRIEU "La littérature bretonne depuis les origines jusqu'au Xxe siècle" pe Pierre LE GOFF "Petite histroire littéraire du dialecte breton de Vannes".
- atersiñ tud evel an Aotrou ROUAULT a ra war-dro levraoueg Keranna a oar kalz a draoù a ziwar an aozerion.
- enklask diwar buhez person pe kure ar barrez, evit ar veleien. Evel-se e ouzer eo an hani a sin E.S. war "Kannen én inour de Sant Nicodem" (niv. 18) ar memes E.S. eget hani a sin "Kannen én inour d'en Intron Varia er Bleù" (niv. 82) pe "Kannen er hleher neué" (niv 207). Ar ganenn gentañ a zo bet savet e 1910 evit parrez Genin e oa Etienne LE STRAT kure enni. An eil hag an derved, savet evit parrez Ploue, a zo bet savet e 1918 ha 1926 pa oa person Ploue. Evit heuliañ an dud-se eo bet implijet an ORDO a gont peb bloazh ar lec'h e vez kavet ar veleien ennañ. Evit anavezed an aozerion-se eo bet implijet ar "Semaine Religieuse" pa oa anavet bloavezh marv an aozer. Un destenn-meuleudi a oa savet bep wezh a-ziwar ar re a oa marv e-pad ar bloazh.
- Ar gazetenn "Dihunamb" en deus roet kalz a gelaouennoù evit ar re ne oant ket beleien.
An titouroù-se a zo bet lakaet war fichennoù-anavezoud a-ziwar pep aozer (stagadenn x). Kavet e vez war ar fichennoù-se div rummad titouroù :
- titouroù a-ziwar an den gant :
e anv, e anv plunvenn, devezhiad ha lec'h e c'hanedigezh, titouroù war e familh (chomlec'h, micher e dad, breuder ha c'hoarezed), e studi, e vicher, e eured, e varv ;
- titouroù a-ziwar e labour gant :
levrioù, pennadoù-skrid, pezhioù-c'hoari, sonennoù. Ur sterennig (*) dirak ur ganenn a sinifi ema e-barzh ar c'horpus.
Un neubeud pennadoù a zo bet skrivet a-ziwar moulerion bro-Gwened e-barzh studioù ar "Société Polymathique du Morbihan". Ur skoazell pouezhus eo bet Bloazhlevr ar Morbihan savet gant J. LALLEMAND evit kaved titouroù a-ziwar ar re all a labourent e fin an XIXvet kantved ha derou an XX vet kantved.
Listennoù a zo e dielloù ar Morbihan a ro anvioù kanerion-red ha marc'hadourion-kanennoù. N'eus ket kalz a desteni a-zivoud tud-se e bro-Gwened.
Ar c'horpus a zo kompozet a 337 follenn hag a 273 kanenn. Bez zo follennoù dishenvel a ziwar kanennoù heñvel ha follennoù gant div pe ter ganenn. Gwellout a reer da skouer "Kannen én inour de Sant Nicodem" savet gant Etienne LE STRAT ha moulet e 1910 div wezh e ti Lafolye e Gwened hag unan e ti-mouler LE BAYON en Oriant (niv 17, 121, 219).
Lodenn vrasañ ar c'horpus a zo kanennoù relijiel (1) mes kanennoù n'int ket relijiel (2) a zo ivez.
Ar grafik-man a ziskouez lod peb rummad.
13 % ag ar c'hanennoù n'int ket relijiel. Evel-henn e wellomp mat pouez ar c'hanennoù relijiel e-barzh mouladur bro-Gwened.
E-mesk ar c'hanennoù relijiel e kaver daou rumm : ar c'hantikoù ag an tu (a) ha buhezioù ar sent ag an tu all (b). Lod peb rummad zo tost heñvel evel ma ziskouez ar grafik a heul.
Da gentañ eo red resisad ar ger kantik. Ranket eo er rumm-mañ oll ar c'hanennoù relijiel ne gontont ket buhez ur sant. Neuze e kavomp amañ ar c'hanennoù klaset gant ur c'hod 9000 hervez klasifikasion MALRIEU.
ë E rumm 9200 e kaver ar c'hantikoù savet evit an overenn, ar gosperoù pe ar prezhesion. Int a veul :
- al lezen gristen (niv. 9 Cannen nehué aveit corf en overen)
Me vou d'oh fidel,
M'hou cârou perpet,
Hag e hrei brézel
D'en diaul ha d'er bed
- an Intron Varia (niv. 290 Er Rosér)
Buhé Guerhiès er guerhiézèd
Zou ur Jardrin a ros plantet :
Guet en dél, er spern, er rosen,
Groamb d'hi ur gaër a gourônen
- ur sant mes hep kontiñ e vuhez (niv. 42 eil guerzen Sant Kornéli)
Amen hun tud hou inouré
A rum de rum, get karanté ;
Eldé ni zalhou d'hou pedein,
D'hou trugérékat, d'hou mélein.
ë E rumm 9300 eo lakaet ar c'hanennoù relijiel n'int ket graet evit bout kanet en overenn pe gosperoù. Ar re moulet evit kevredigezhoù bugale a zo ur skouer ag ar rummad-mañ (niv. 38 ha 58 da skouer).
ë E rumm 9400 eo klaset ar c'hanennoù o deus un dodenn relijiel evel ar follenn niv. 198 a gont dilez Aotrou person Belz ha degemer d'ar person nevez hag ar follenn niv. 40 "Divis etre Julian ha Simon" ma klask Simon chom war an hent santel e lec'h tremen e vuhez gant
er harteu, festeu ha filajeu
e péré é cavér peb sort plijadurieu
ha kas Julian war an hentenn-se gantan :
Quenavou, Simon peur, aveit mat trugairé,
Quenavé te gonzeu, é oé collet m'iné ;
Ha pèd Doué aveid on, déès liès d'em guélet ;
Me yei a pe hellein, noz pé dé, d'ha cavouèt
Kavet e vez kantikoù moulet war follennoù-distag hag a zo tennet a levr kanennoù evel "Guerzenneu Mision tennet ag er livr kanenneu eit eskopti Guéned" (niv. 71). Kavet e vez ivez kantikoù savet evit ur barrez hepken. An dra-se a zo alies evit inouriñ an Intron Varia evel ar "g/Kannen Intron Varia Er Gelleouit" e Melran (niv. 145) pe "Kannen Intron Varia er Seih Glahar" e Plouharnel (niv 175) .
Pemzek ha tri ugent kantik ag ar c'horpus a zo kinniget d'an Intron Varia. Ar re all a zo bet savet evit kontiñ buhez Jezus evel an niv. 12, 13, 14, 15 ha 172 a gont passion Jezus Krist "Cannen spirituel a bassion hur salver Jesus-Chrouist". Kavet e vez ivez kantikoù evit Santez Anna, a-ziwar ar jujamant jeneral pe ar baradoz evel ar "Cannen er baraouis" (niv. 159).
Kant ha tri ugent kanenn a gont istor buhez ur sant pe santez. Bez zo buhez ar sent a zo bet lakaet sent e Rom evel "kannen Sant Iehann er Badeour" (niv. 209) pe "kannen én inour de Sant Nikodem" (niv. 121).
Bez zo ivez kanennoù a-ziwar ar sent poblek n'int ket bet anavezet gant Rom mes inouret memes tra evel "Kannen én inour de santéz Jeneveuf a Vrabant" (niv. 181).
Santez Jeneveuf beniguet
Hou pet chonj a hanamb perpet
Ne zilézet jamès er ré
e gleuou kañnein hou puhé
Tost da bep parrez en doa ur ganenn evit ar sant patrom evel "Kannen en inour de Sant Kornéli" e Karnag da skouer (niv. 114), pe sant patrom ur chapel evel an niv. 94 "Kannen Sant Eutrop inouret é Pléniau, é chapel er Ferré".
Kavet e vez a-wezhioù meur a ganenn evit an hevelep sant. Sant Korneli en deus awenet ar saverion kanennoù. Kavout a reomp pemp kanenn disheñvel evit meuliñ ar sant :
- A lein en nean, Sant Kornéli / Taulet ur sel ar hun mizér / Pedet eid omp, ni hou suppli / Gouarantet-ni doh peh danjér ( niv. 111, 114, 179; 213)
-A lein en Nean, Sant Kornéli / Lan a druhé doh omb sellet / E pep dobér sekouret-ni / Groeit ma véemb an dé salvet (niv. 81)
- Sant Kornéli, groeit d'er Gorvelleuis / Biùein ér gùer justis / Fidel de Zoué ha d'en Ilis (niv. 299)
- Pobl devot, deit ha cleuet / Ur vuhé santel, mar dès bet / Mêlamb Jésus, mêlamb Mari, / /Mêlamb ehué Sant Cornéli (niv. 21, 158 ha 311)
- Sant Kornéli, é peb amzér, / Pedet aveidemb hur salvér / Reit d'emb berpet el d'hun hadeu / En hou chapel pep sord madeu (niv. 128)
Met ne vez ket kavet kanennoù moulet evit pep sant ar barrez. Kemeromp da skouer parrez Kolpeu. Ur c'hantik a zo evit Intron Varia a Gerdroguen. Sant Meen a zo inouret ivez mes den ebet n'en doa sonj ag ur gannenn a-ziwar anezhan. Kalz a dud a anav ar ganaouenn mes den ebet en deus gwellet ur follenn moulet evit ar sant-se ha roud ebet eo bet kavet e nep lec'h a-ziwar ar gannenn-se kennebeut.
Evel am eus lavaret a-us nend eo ket kanennoù relijiel hepken moulet e bro-Gwened.
E-mesk ar sonennoù ez eus tu gober pevar rummad : ar sonennoù politikel (a), ar sonennoù a gont ar vro (b), ar sonennoù a gont ur reuz (c), ar sonennoù hengounel (d).
Kavet e-vez ar sonennoù politikel adalek deroù an XXvet kantved.
ë Int a zo evit al lodenn vrasañ sonennoù a elbik ar bolitikerezh a-enep d'ar relijion. Da skouer e vez kavet e-barzh ar follenn "Guerzenneu eid ar vugalé mat de vout kannet er skolieu hag ér retredeù" (niv. 69) ur sonenn anavet "brezel groeit d'er vugalé" e c'hellomp lenn enni
"Alas ! ur fal lezen en dès chanjet en treu
Ne hrér mui katechén na péden ér skolieu"
E sonenn "Doué de viruikin" kavet war follenn niv. 71 "Guerzenneu Mision tennet ag er livr kanenneu eit Eskopti Guéned" e vez kanet :
"O Bretoned, stertat hra er brezél
Enep d'er Fé, d'en treu santél
Tud lan a gaz hum dolp eit ou skarhein
Ni hum dolpamb eit ou goarnein"
Moulet e 1914, ar sonennoù-se a zo bet savet, sur awalc'h, un tammig abretoc'h mes war lec'h al lezennoù Combes a-enep d'ar relijion : al lezenn a-enep d'ar c'henvreuriezhoù savet d'an navet a viz gouere 1902, al lizher-kelc'h a viz gwengolo 1902 a verze ar veleien d'ober an overenn hag ar c'hatechem e brezhonek, al lezenn a viz gouere 1904 a verze ar c'henvreuriezhoù da gelenn.
ë Savet eo bet ivez sonennoù evit ar votadegoù evel "er votaj e Gregam 1914" evit meulin an Aotrou de L'Estourbeillon ha gober goap d'e enebourion :
"Eit ma vou dihuennet mat er liberté
En Eutru L'Estourbeillon vou député
Getou é ma drapeau er grechérion
Damb ol enta ha votamb aveit-on" (niv. 56)
Seblant a ra ar sonennoù-se bout savet gant beleien pe tud tost dezhe.
ë Ur strollad kanaouennoù e kaver ivez a ra goap d'ur vandenn renet gant un den anavet Bouedec e Lanngedig (niv. 232-233). Ar Bouedec-se a oa Pierre BOUEDEC, prezidant Komite republikan Lanngedig.
Mes n'eus ket bet kavet sonennoù politikel moulet a-enep d'ar veleien pe a-du ar republikaned. Ar roudoù adkavet a zo diwar sonennoù savet e gallek. Henri LAUDRIN a Sant-Iehann-Beverley en deus gontet a oa bet savet ur sonenn a-ziwar an Aotrou Duplessis de Grenedan hag an Aotrou Gillet. Ur sonnenn a zo bet savet evit ar relijion nevez e-pad an Dispac'h bras mes dornskrivet eo ha n'eo ket bet kavet roud ag ur vouladur bennak.
ë Sonennoù a zo ivez evit milligan estranjourion :
Hag hur gouen e zo hoah biù
En drespet d'en estren fal
a sonj Efflam KOED-SKAU e Klodeù hur bro (niv. 197) a greis ma lar Job ER GLEAN e "Karamb er Vro" (niv. 122)
Skrignal 'hré bleidi Breih-Izél
E kleùet embann er brézel !
Hiniù, Breihis, skrignet en dro
Dirak eneberion hou bro.
A-wezhioù e vez klevet ar c'hleier a son :
Aveit tolpein ar en dachen
Ol er vretoned a féson
Eit ma helleint hoah derhel pen
d'ol ou éneberion.
ë E-barzh ar rummad-se ez eus tu kavout sonennoù broadelour evel ar "bro goz ma zadoù" troet e gwenedeg en ar follenn niv. 107 anavet "Sonenneu ha guerzenneu eit kevredigeheu er bautred iouank". War ar memes follenn e vez kavet ivez "iouankiz Breih-izel" pe "Breih de virùuiken".
Ur sonenn hag a zo bet moulet meur a wezh a zo sonenn savet gant Jakez-Vari AR MARECHAL "Kousk Breiz-Izel". Moulet eo bet da skouer en ur follenn (niv. 148) anavet "Chants Nationaux Bretons" :
Arvor, o doar santel a greiz kalon m'hou kar
Nen des bro erbet ker kaër ar en doar
Kousk kousk Breiz-Izel bro hemp par.
D'an dra-se a respont Jojeb AR BAYON e Kan Poblus er Vretoned (niv. 231) :
Re bèl e hous kousket,
én dondet ag er bé
Doh ha tihun, ô mem Bro
Kleù boéh Doué !
Sonennoù a garantez evit ar vro eo ar ganaouennoù-se alies ha setu perak n'int ket bet ranket e rummad ar sonennoù politikel. :
O Breih Izel mam-vro karet
M'hou kar ha m'hou karou perpet
Hou lavar zou eit on sakret
Kentoh merùel, kentoh merùel !
Aveit biskoah hou tilezel.
a lar Loeiz HERRIEU e "Breih-Izel" (niv. 4)
ë Meulet e vez ivez ar mod da veviñ e Breizh. Ar c'hannad a zo atav n'eo ket red monet pelloc'h, gwel eo chom war ar maezioù 'evel a gan ar voualh :
Kent gober hént ha monnet pèl
Sellet mèn é ia ma huitèl
Rak guel vou paud hou kondision
Mar d'oh tud a brékausion. (niv. 182)
pe ar c'hleier c'hoazh :
Klehér Plarnel, laret
D'en dud ar er mézeu
"Ol, mat ha fur biùet
Eurus én hou parkeu" (niv. 61)
An dodenn-se en deus awenet saverion sonennoù abaoue hanter an XIXvet kantved d'an neubeutañ rak e kavomp roud ag ur "sonnen nehué" war listenn ar Prefedi e 1862 a-zivoud an dodenn-se.
ë Kavet e vez ivez sonennoù a veul ur lec'h bennak evel "E Groé" (niv. 41) :
En doar, er mor, en néan get ol ou braüité
O Groé, bro Sant Tudy, na kerréd e oes-té !
pe "Er Skorv" (niv. 54) :
Mezou mé ur ster vihan
Ag er vro vraù er morbihan
Er skorv en dud des me hanauet
Tred ur manné eh on gannet
A pe ridan bah er stankeu
Men deur zou skler evel deur mamen.
Kontet e vez ivez e-barzh sonennoù ar vuhez bemdeiziek. Deraouiñ a ra gant son ar c'hleier evit darvoudoù ar vuhez : euredoù, badeziantoù...
Sonnet a pe vou badéet
Ur hroédur bihan é Ploué
Eit ma vou tro ha tro gouiet
E hès ur hristenig neué (niv. 207)
Pa zeu ar bugel da voud un den yaouank ec'h erru amzer ar festoù hag ar pardonioù. Kavet e vez e bep barrez ur pardon pe muioc'h. Evit ar vretoned a zo aet da Baris ez eus ur pardon ivez savet e 1899 gant Léon Durocher e Montfort L'Amaury. Tud a Baris a zeuio bep bloazh aze betek 1914. N'eo ket bet savet evit inouriñ ur sant mes evit an Dukez Anna. Evit rein lans d'ar fest-se eo bet savet ar sonenn "pardon Nennah Breh" gant Pierre LAURENT e 1899 (niv 235).
Aze e renkontro an den yaouank ur plac'h koant marteze evit tremen "Amzer an Heneu" (niv. 1) :
Ha deit enta men dous disul de geneùat
Ha me iei me de jiboésat
Ha ni i eie hun deu
Edan ur bod keneu.
Tamm ha tamm e braso ar garantez etre an daou zen yaouank evel a zispleg ar sonenn "Pen da d'ein me" (niv 103) betek an eured evel ma gan ar ganaouenn savet gant Loeiz Herrieu "En Erùen hag ar Rozen" (niv. 45) evit eured e vignon Job Guillerm gant Mari er Guéhenneg e 1905.
Awenet eo bet ar saverion sonennoù gant micherioù ivez. E-giz-se e kaver kanouennoù a-ziwar ar voraerion (niv. 234) :
Buhé er voraérion e zo trist ér bed-man
Bepred pell doh ou zud, édan glaù hag arnan.
Kavet ez eus bet ivez ur sonnen a gont "mizerieu ar mer" (niv 106) !
Kavet e vez ivez sonennoù savet evit meuleudi un den bennak evel ar sonenn savet gant Loeiz HERRIEU a-ziwar "Arzur III Duk Breih" e 1905 evit igoridigezh an delvenn Arthur de Richemont e Gwened :
Ag en Duk mat Arzur tri, dalhamb chonj, o Breihiz
Karamb èlton Breih, hur bro, ha Bro Frans, mem broiz" (niv. 2)
Kanaouennoù a zo bet moulet ivez war-lerc'h ar brezel bras evit meuliñ ar soudarded. Ur sonenn a zo bet savet e 1917 evit "Kanveù én inour de soudarded Mouriek marù er brezel". Job ar Bayon en deus savet ur "Guerzen én inour d'er ré maru eit ar vro" e 1923 ha kavet am eus ivez ur "c'h/Klemgan ré varù breih ér brezel 1914" savet gant Taldir e 1926.
Mar ez eus sonennoù a veul tud ag ar vro, e c'hellomp kavout ivez re a flemm tud pe mod. En ru heulian ur sonj henvel en deus savet Job ar Bayon ur sonenn a ra goap d'an evourion. "eit ar lagouterion" (niv. 119). Goapaad mod ar c'herioù a zo bet mammenn awen belien evel Job er BAYON (niv. 119 Fest Kerhuiton) :
"Hé zokik boketet
Hag e brohik mod kér
En dès troet hé galon"
mes ivez liberterien evel Julian DUPUIS e sonenn "Ar Skorv" (niv. 54)
War ur sujed all en deus Joseph EON mousfentet a-ziwar an araokadur e div sonnen "Kannen en Uranium" (niv. 168) ha "Spoutnik, spoutnik" (niv 228) :
Nag er Russet zo avancet
Hou rouardur louer dès invanted
Dès invanted er satelite
Sord neu deschet houah er Namerique".
Ar sonennoù-se n'int ket niverus. Ne vez ket kavet kanaouennoù evel ma vez kavet e lec'hioù all e Vreizh. Daniel GIRAUDON a skriv "le compositeur s'attache particulièrement aux faits divers : tout comme le peuple lui-même, il est avide de sensationnel. Or dans les récits d'actualité, quoi de plus sensationnel que le crime ? Le crime a de tout temps alimenté les récits et chants populaires".
N'hellomp ket lared eo gwir e bro-Gwened. Kavet e vez un neubeudig sonennnoù a gont ur reuz hepken. E-barzh ar c'horpus-man e vez kavet c'hwec'h sonenn hepken a gont ur reuz : torfed, marv...
An hani brudetañ a zo ar "Guerzen buhé Hélène Jegadeu" (niv. 62) a gont istor ur dorfetourez he doa lazhet war-dro tregont den. Barnet eo bet e Roazhon e 1851. An istor-se a zo bet moulet meur a wezh e brezhonek evel ar "Guerz Helena Jegado, condaonet d'ar maro gant Assis Raon, en miz querzu 1851, a dibennet er guer-ze an 21 a vis c'houevrer 1852, evit bezan ampoesonet d'an neubeutan seis a daou ugent a dud" moulet e ti LE GOFFIC e Lannuon ha meneget e levr-roll Ollivier dindan an niverenn 681. Moulet eo bet ivez e gallek ha Vincent Morel a veneg ar sonenn war follenn-war-nij moulet e 1851 "L'empoisonneuse Hélène Jégado accusée d'avoir attenté à la vie de 37 personnes dont 25 ont succombé".
Torfedoù a zo o deus merket an envor evel torfed ar c'hemener Pier Gueganic en doa lazhet Morised Jaffredeu e 1727. Moulet eo bet ar sonnen hengounel-se gant Yan Kerhlen (Jean-Mathurin CADIC) edan anv "Chansons populaires du diocèse de Vannes - Kanen Moriséd " (niv. 76 ha 77).
Ur sonnen all savet gant Jean-François LE BELLER a gont marv Yann an Du aet d'an Anaon e 1905.
Mar en deus awenet marv ar soudarded e-pad ar brezel bras an aozerion ha dreist-oll ar veleien, an torfedoù graet e-pad ar brezel-bed 1939-1945 o deus kaset tud all da sevel sonennoù evit gont ar pezh oa c'hoarvezet er vro. Evel-se en deus savet Job AR GALLO "ar sonnen-mann e zo saluet de patriotet Koëhellan" (niv. 55) ha Julian DUPUIS a gont penaos oa ar vuhez "Er Guemené idan goask er Boched" (niv.52). Souezhus eo ne gavomp sonnennoù e brezhonek savet a-ziwar an eil brezel. (Ur sonenn a zo bet savet ha moulet a-ziwar daou veleg muntret gant an alemaned e Keranna mes e gallek e oa.)
Maurice DUHAMEL a skriv : "Certes, on ne trouve pas en Bro-Guéned ces poignantes histoires de rapts, d'envoûtements, d'apparitions magiques et de violence qui sont familières aux populations de la côte trégorroise, par exemple. [...] Le triomphe des Vannetais, c'est la sône, c'est à dire l'élégie, l'idylle, ce que Luzel appelle fort justement "la poésie des femmes, des amoureux et des rêveurs". An displegan-se a c'hell bout implijet ivez evit ar sonennoù war follennoù-distag.
Un neubeud sonennoù a hengoun dre gomz a zo bet moulet war follennoù-distag. N'int ket bet savet evit bet moulet mes moulet war-lerc'h bout anavezet. Tri skouer a gaver e korpus-man. Div a zo bet dastumet gant Yan KERHLEN (Jean Mathurin CADIC) dindan an titl "Chansons populaires du diocèse de Vannes" evit "Kanen Moriséd" (niv. 76 ha 77) ha "Chansons populaires bretonnes" evit "Berjéren" (niv. 3).
An hani kentañ a gont torfed Pier Guégannic en doa lazhet Moriséd Jaffredeu e 1727. Un adstumm d'ar sonnen-se a zo bet dastumet gant Kervarker er "Barzaz Breiz". An eil a zo istor un dimezell laosket e ti he gwaz dindan gouarn he breur-kaer e-pad seizh bloazh. Pa eo distroet ar gwaz d'ar brezel en deus kavet ar fumelenn e mirout an danved e-lec'h bout doujet evel mestrez an ti. Kalz adstummoù ag er gwerzenn-se a zo anavet. Kervarker en deus dastumet unan er Barzaz-Breiz anavet "l'épouse du croisé", Luzel unan all e Gwerzioù Breiz Izel. Anavet eo ivez e gallek dindan anv "petite porcelette".
An derved a zo ur sonenn dastumet gant Loeiz Herrieu (niv. 33) "Guerzen en Inéanneu" a oa kanet da noz en Ollsent e-tal an norioù.
Evit studiañ ar c'horpus eo red dispartiañ al labour e daou lodenn : studi ar follennoù (A) ha studi ar c'hanennoù (B).
Studiet e vez aman stumm ar follenn, menegoù ha tresadennoù e c'heller gwelled warnehi.
Kavet e vez follennoù-distag a bep ment mes an niverusan a zo levrigoù war-dro 11 cm x 16 cm : 10,5 cm x 15,3 cm evel "Cannen spirituel composet en inour de Sant Nicodêm" (niv.23) pe 11 cm x 17 cm evit "Sonennoù ha guerzennoù eit kevredigeheu er bautred iouank" (niv. 107).
Etre peder ha peder-warn-ugent pajenn a zo. "Kannen én inour de Santéz Jeneveuf a Vrabant" (niv 181) ha "Cannen spirituel A Vuhé Sant ALEXIS" (niv. 312) a zo ar follennoù hirañ gant 24 pajenn : ur pajenn evit an titl, div bajenn gwenn (an eil hag an hani dewezhan) hag ur ganenn ag unan war'n ugent pajenn evit an niv. 181, peder war'n ugent pajenn evit ar ganenn niv. 312.
N'eus ket ur pajenn ispisial evit an titl bep wezh ha d'ar muiañ eo skrivet an titl a-us ar sonenn war ar bajenn gentañ evel ar "g/Kannen Sant Mériadek" (niv 221).
Bez 'zo ivez follennoù gant div pajenn hepken evel "Er voraérion" (niv 234) a zo brasoc'h eget ar levrigoù (21 x 27 cm). Brasoc'h c'hoazh eo limajoù Epinal pe limajoù e giz Epinal evel "Sant Lubin" (niv 147) pe "Kannen én inour de Sant Kornéli inouret é parrez Kistenig (niv 81) - 30 x 42 cm -. Ar skeudenn a zo e kreiz ar bajenn etre ar sonenn pe etre ar sonenn e brezhonek d'an tu hag ar sonenn e gallek d'an tu all.
Ar paper a zo gwenn pe arvelen mes n'eo ket paper a galite. Diaes eo gouiet pesort liv-rik oa ar paper rak erru eo kozh ha tost melen pe oranj. Div follen ne oant ket gwenn : unan (niv 113) a zo roz hag an eil (niv 256) a zo glas, an eil hag egile a zo a ziwar Intron Varia a Grenenan. Ar follen niv. 108 "Guerzen én inour d'er ré maru eit er vro" en deus ur golo oranj.
Menegoù a zo war ar follennoù : titouroù a-zivoud an aozer, an imprimatur, ar voulidigezh hag ar mouler.
Evel am eus lared e-raok e kaver a-wezhioù anv an aozer e dibenn ar sonenn. Implijet eo alies ivez an anv plunvenn pe lizherennoù. François JACOB a sin Eflamm KOED-SKAU ha François Marie FALQUERO a sin F.F. Ar memes aozer a c'hell sin gant anvioù dishenvel. Job EON a sin ivez Job ER GALLEU ha Jojeb ER BAYON a sin Job ER GLEAN pe Job LE BAYON.
A-wezhioù eo meneget ivez stad an aozer : Maurice GOURON a sin M. GOURON, person Grégam ha Jean-Marie BREUREC a sin J.M.B., Misionér.
Evit tost peb sonenn relijiel ez eus un imprimatur gant anv ar vikel en deus aotret ar vouladur hag an devezhiad. Evel-se e kavomp an imprimatur e brezhonek, e gallek pe e latin :
Lezel e hramb mollein
Guéned, en 3 a vis merh 1889
JEGOUZO, viquél bras (niv. 101)
Imprimatur,
Vannes, le 25 avril 1882
LE GUYADER,
Vic.-Gén. (niv. 25)
Imprimatur :
Venetiis, 11 aprilis 1910
E. DIEULANGARD, v.g. (niv. 116)
N'eo ket meneget an devezhiad pep wezh pe n'eo ket meneget ar bloavezh :
Lezamb e hramb mollein :
JEGOUZO, viquél bras (niv. 109)
Imprimatur
JEGOUZO, viq jen (niv 227)
Imprimatur :
19 gourhélen
JEGOUZO, viq. gen. ( niv. 49)
Tu zo implij anv ar vikel jeneral pe vikel bras en deus aotret ar vouladur evit bloavezhiañ ar follennoù n'int ket devezhiet. Da skouer e c'houiomp eo bet Yann-Vari FLOHY vikel jeneral etre 1861 ha 1880. (listenn ar vikeled jeneral e stagadenn 2)
Evit an imprimatur e vez implijet tri gerienn :
Imprimatur,
Lezel e hramb mollein
Mat de vout mollet pe mat de vou mollet.
80 % ag ar follennoù o deus meneg ar mouler ha d'an aliesan eo merket en diaz ar follenn.
Skrivet eo e brezhonek d'an aliesan mes e kaver ivez menegoù e gallek :
E Guéned Mollerah Galles.
Resiset eo a-wezhioù ar chomlec'h pe raganv ar mouler :
E Guéned, é ty Galles, Mollour ha Livrour
é ru en Ty-a-Guér (niv. 226)
pe : Mollet é ti en E. Er Bayon, 13, Plasen Alsace-Lorraine,
én Oriant (niv 118)
ha c'hoazh : E Guénet, é ty J.M. Galles, imp.livrour (niv 222).
A-wezhioù eo skrivet un neubeud frazennoù a-ziwar ar pardon pe an deiz e-lec'h m'ema kanet ar sonenn :
"De houil Maria kreiz est é ma er pardon bras à Gelven. En dé kent, arlerh er gospereu, é vé groeit er préhésion. Overen bred ha gospereu e vé kannet ino pep sul ketan ag er miz d'en dé ketan ag er blé, sul ketan er Sakremant, hag er sul kent er Pardon". (niv. 85 Kannen én inour d'Intron-Varia Kelven).
"Trois couplets de cette complainte, composée par J. LE BAYON, seront chantés avant chaque acte et repris en choeur par toute la salle sur l'air de Merh en Dug a Nanned (première version), emprunté au recueil de Loeiz Herrieù et Maurice Duhamel" (niv. 34 Complainte de Nicolazic).
"Er 25 a huavrér 1912, er hetan sul a Goareiz, un nebed pautred digampen e zou oeit, de noz, é chapel Sant Nikodem. Kaset ou dès get hé limaj er Sant, hag er brankardeu d'en dougein é préhésion. [...] Chetu ur sakriléj kapabl de dennein malédiksion en Néan ar er vro abéh. Eit distan kounar en Eutru Doué, ha goulen ma talhou er Sant de sekour en dud ag er hornad, kouvi e hrér er parrézieu a dro ha tro hum joentein doh parréz Guénin eit gobér ur gouil a réparasion Sul Kasimodo." (niv. 208 Guerzen a Réparasion de Sant Nikodem).
D'an aliesañ ne vez kavet nemet ur friz pe ur roudenn e-raok an titl, a-wezhioù n'eo nemet ur linenn du (niv. 22). Ar memes frizenn a zo implijet evit follennoù disheñvel evel an niv. 167 "Cannen spirituel ar buhé santés Mari-Aegyptianès", niv. 169 "Cannen er vertu santel a huérhted hag a burtéd" ha niv. 160 "Cannen én inour de Sant Maurice, abad a Langonnet hag a Garnoët".
pe evel an niv. 334 "Cannen Santès Pélagie" ha niv. 12 "Cannen spirituel a bassion hur salvér Jesus-Chrouist".
Ar memes frizenn a c'hell ivez bout implijet evit ar memes ganenn mes evit moulidigezhoù disheñvel evel an niv. 13 ha 15 "Cannen Spirituel a bassion hur salvér Jesus-Chrouist".
Miret eo an dresadenn gant ar voulerion rak e kavomp ur ganenn moulet gant J.M. GALLES (hep devezh) a c'hell bout Jean-Marc GALLES (1749-1801) pe Yann-Vari GALLES, e vab (1790-1864) (niv. 139) hag unan all moulet e 1870 gant Louis GALLES, mab Yann-Vari (niv. 187) gant ar memes frizenn e 1870.
D' ar c'hontrol e kaver an hevelep tresadenn ag ar werc'hiez Mari war follen niv. 320 moulet gant ti an intanvez BIZETTE a labouras etre 1802 ha 1825 ha war follen niv. 259 moulet gant Louis GALLES devezhatoc'h.
Ur roudenn a zo ivez evit dispartiañ an titl hag ar sonnen. Ean a zo simpl-simpl d'an aliesañ mes a c'hell bout bras awalc'h ha bravoc'h :
niv. 60
A-wezhioù e kaver ivez un dresadenn e-lein ar follenn. An dresadenn-se a zo d'an aliesan dibabet e keñver ar sonenn. Alies eo ur groaz. Kroazioù a bep seurt a zo evel e c'hellomp gwelled da heul :
niv. 191 |
niv. 227 |
niv. 255 |
Kavet e vez ivez tresadennoù ar sent a zo inouret er sonenn evel war follenn niv 141 "Guerz Sant Iouan" e-lec'h e c'hellomp gwelled poltred ar sant pe war niv. 47 "En inour de relégeu Santéz Anna".
Mes ar memes skeudenn a c'hell bout implijet evit ur sant all evel tresadennoù sant Bihui ha Sant Efflam e niv. 29 "Cantiq spirituel ar buhé Sant Bihui" hag e niv 27 "Cantiq spirituel én inour en Eutru Sant Tyflam, inouret é parroes Kervignac, é escobty Guéned".
D'ar c'hontrol e c'hell bout implijet skeudennoù dishenvel evit an hevelep sant evel ar follennoù niv. 117 ha 142. Ar sonennoù a zo henvel mes n'eo ket bet meneget mouler an niv. 142. Marteze n'int ket bet moulet gant ar memes mouler.
Gwezh a vez n'eus darempred ebet etre ar skeudenn hag ar sonnen. Evit ar "cannenneu Santés Apollin inouret é parroes Treffléan (niv. 156) eo bet implijet skeudenn an Intron-Varia da skouer :
Mes n'eo ket niverus an tresadennoù evit follennoù buhez ar sent. Kavet e vez kalz muioc'h evit follennoù a-ziwar an Intron-Varia evel an niv. 173 "Kannen én inour d'en Intron-Varia Kelven" pe "Cantique én inour d'en Intron-Varia a Kernascleden (niv. 32) :
War ar follennoù nevezhoc'h e vez gwellet luc'hskeudenn an delwenn an Intron Varia pe ar sant evel war "Intron Varia Kerdro" e 1947 (niv. 247) pe "Kannen Intron Varia a Gerdroguen" (niv. 91) devezhiaet a 1966.
Kavet e vez ivez gwezh a vez tresadenn pe luc'hskeudenn ar chapel ema inouret ar sant enni. Evel-se e weller skeudenn chapel Santéz Helen en Alre (niv 89) pe chapel Penkesten (niv. 110).
Tresadennoù all a zo implijet ivez mes ral int : ul lestr a vez gwellet war follenn niv 111 "Cannen Sant Goustan", ur pardon war "cannen ar vuhé Sant Isidor" (niv. 242).
An ermin war follenn niv. 24 a zo merk Eugène LAFOLYE, mouler e Gwened hag ar c'hi a kousk war follenn niv 222 a c'hellfe boud ivez merk ur mouler.
Un dresadenn sinet gant Xavier DE LANGLAIS a zo ivez war follenn niv. 63 savet gant Eflam KOED SKAU "Sonnen er hlehier".
An erminig a c'hellomp kavout war un neubeud follennoù ivez evel an niv. 33 "Chomamb Breihis - Guerzen en Inéanneu". Kavet e vez an erminig en diaz ar follenn ivez evel war niv 112 "Kannen Intron Varia er Sklérdér".
Mes d'an aliesan e vez kavet isornadurioù evit echu ar follenn evel war niv. 39 "Barzonigeu" pe simploc'h evel war "Cannen d'en ael-gardien" (niv 170).
Raloc'h e vez gwelled fleurennoù e dibenn ar sonenn mes kavet e vez memes tra war follenn niv. 233 "Chouanned Lanngedig".
D'an aliesañ e vez skrivet nemet ar ger "FIN" evit echu ar ganenn.
Pep kanenn a grog gant un titl (1) a gont ar pezh a vo kavet en destenn (2). Ar yezh (3) implijet evit ar ganenn, an doare-skrivan (4) hag an ton dibabet eviti (5) a vo studiet warlerc'h.
Daniel Giraudon a veneg ar rummadoù a servij evit titl ar sonennoù : "Gwerz, son, chanson, kanaouen, kentel, exempl, recit, disput, buez, kimiad, cantic...". N'eus ket kement a rummad e follennoù bro-Gwened. Kavet e vez cannen (hag e doare skrivan dishenvel : Kanen, Kannen), cantic, divis, guerzen ha sonnen.
Hervé RIVIERE a zispleg : "d'une façon générale, cantique se dit kantik en KLT et kanenn en vannetais".
Ar ger "kantik" a vez kavet e-barzh ar c'horpus koulskoude ha pa studiomp da venn e teu ar sonennoù ez eus tu merkan n'eo ket implijet ar ger-se e gwenedeg-uhel mes nemet e gwenedez-izel : GUERN, BIHUI, MALGUENNEG...
kartenn
N'eus diforc'h ebet etre ur c'hantik spirituel hag ur c'hantik. "Cantic Sant Even" (niv. 25) a gont buhez Sant Even ha "Cantic spirituel én inour en Eutru Sant Tyflam inouret e paroes Kervignac, é escobty Guéned" (niv. 28) a gont buhez Sant Efflam.
Mes ar c'hantik a zo ur ganenn relijiel. Oll ar skouerioù a zo buhezioù sent nemet ur "c'h/Cantic spirituel ar er jujemant jeneral" (niv. 31).
Ar muian a ganaouennoù a zo anavet "Kanenn". Implijet eo ar ger-se evit :
- kontiñ buhez ur sant evel "Cannen én inour de Sant Rivalan" (niv. 165),
- meuliñ al lezenn kristen : "Cannen ar er vertu santel a huérted hag a burtéd" (niv. 169),
- kantikoù kanet e-pad an overenn "Cannen nehué aveit corf en overen" (niv. 9).
Kavet e vez ivez kanennoù spirituel. Senset eo bout un diforc'h etre "kanenn" ha "kanenn spirituel" : Hervez geriadur CILLART DE KERAMPOUL eo troet ar ger gallek chanson e canneén hag ar ger cantique e canneén spirituéle. Koulskoude, evel evit ar c'hantikoù, n'eus ket tu merkiñ un diforc'h etre an daou amañ. "Cannen spirituel buhé Sant Gueltas" (niv. 22) ha "Kannen buhé Sant Geltas" (niv. 157) a zo an hevelep sonenn.
Hervé RIVIERE a lar "le vannetais kanenn peut aussi désigner une chanson profane". Un neubeud skouerioù hon eus amañ dre "Kanen Morised lahet é Melran d'er 25 a viz mai, êr blé 1727" (niv 76) pe dre "Kannen en uranium" (niv 158). An hani gentañ a gont istor un torfed, an eil a ra goap ag an araokadur.
Ar ger kanenn a zo implijet e pep lec'h e Bro-Gwened. Kavet e vez e Karnag hag e Lokmaleu, e Ploue hag e Sant-Iehann-Beverley.
kartenn
Ar ger "kan" a zo implijet ur wezh hepken gant Job ar Bayon e "Kan poblus er Vretoned" (niv. 231).
Implijet eo ivez ar ger "guerzen". Hervé RIVIERE a lar "guerzen est employé en haut vannetais, c'est-à-dire sur une aire où il ne peut doubler "gwerz". Gallout a reomp merkañ eo rikoc'h c'hoazh an traoù. Kavout a reomp ar ger "guerz" e Ploure, e gwenedeg-izel evel ma lar Hervé RIVIERE hag ar ger "guerzen" war an aod etre Plouhineg hag Arzhon e gwenedeg-uhel.
kartenn
Mes kavet e vez ivez ar ger guerzen implijet evit "Guerzen en Intron-varia a Grenenan" a zo inouret e Ploerdut hag evit "Guerzen Sant Iann ha guerzen Sant Patern" inouret er c'hroesti, an div barrez e gwenedeg izel. An displegadur a c'hell bout n'int ket bet savet gant tud hag ar c'hornad. Disanav eo an dud o deus savet sonennoù Parrez Kroesti, mes "Guerzen en Intron-Varia a Grenenan" a zo bet savet gant Jean LE MOUROUX, person Ploerdut e 1838 ha ganet e 1796 e Lokmariaker e-lec'h ema implijet ar ger "guerzen". Evit klokaad an dra-se eo bet goulennet gant tud a vro-boïo (Kolpeu, Sant Iehann, Begnen, Sant Allouestr) ma oa implijet ar ger "guerzen". Respontet eo bet ne oa ket anavet.
Ar ger "guerzen", implijet evit sonennoù relijiel e-pad an XIXvet kantved a c'hell bout implijet ivez evit sonennoù all evel ma ziskouez ar "guerzen buhé Hélène Jégadeu" a gont buhez un dorfetourez.
Ar ger sonenn a zo miret evit ar c'hanennoù n'int ket relijiel. Implijet eo evit "Sonnen er Hafé" (niv. 229) pe "Sonenn a-zivoud mizerieu er Mer" (niv 106) :
Ha mar karet me cheleued
Me laro deoh, me amied
Ur sonenn groeit én diszanspoér,
Saùet a vizérieu er mér.
Ar ger "buhez" n'eo ket implijet en e unan alies. N'hon eus ur "v/Buhé burhudus Sant Isidor" (5), ur "v/Buhé Sant Eloi" (niv. 163) hag ur "v/Buhé Sant Turiau" (niv. 6) hepken. D'an aliesan eo kenveret gant ar ger "Kannen" evel "Cannen ar vuhé Sant Isidor" (niv. 242) pe gant ar ger "Kantik" er "Cantic ar buhé Sant Bihui" (niv. 30).
Graet eo ivez gant ar ger "diviz" a genglot an "disput" a vez kavet e KLT. Aman a glask un den gounid d'e du unan all a zo war an hent fall e kenver ar relijion. Ar ger disput a c'hell bout implijet e digoradur ar sonenn zoken :
Tosteit, Crechénion tosteit ol de gleuet,
Etré dihué amiéd un disput saùet (niv 16)
Kalz a sonennoù n'int ket klaset en ur rummad e-kenver o titl. Da skouer e kavomp evit kanennoù Sant Andre ur "g/kannen én inour de sant Andréu" (niv. 102), ur "g/Kannen sant André" (niv. 129) hag ur "Sant André, apostol, patrom breh" (niv. 120).
"On est parfois frappé par la longueur des titres. En certains cas, il s'agit d'un véritable résumé détaillé de la chanson". Titloù hir a zo kavet evit ar c'hanennoù koshañ e bro-Gwened :
Cannen spirituel Paressionet Arhon, én Escopti Guénet, én inour Santez Anna, en dez int conservet doh er marhue ha peb offance, én armé ar mor, er blé 1673 ; deit int de Santez Anna tost d'Alré, é procession, hav en dez hi canet devot mat, dirac é Image miraculus, er 17 dé a vize en Avent, ér mem blé, hac a bresantas ehué dehi ur Lestric bihan. (Niv 306)
Mes berr int d'an aliesan. Evit ar memes istor e kavomp ur "Guerz Helena Jegado, condaonet d'ar maro gant Assiso Raon, en miz querzu 1851, a dibennet er guer-ze an 21 a vis c'houevrer 1892, evit bezan ampoesonet d'an neubeutan seis a daou ugent a dud" meneget e roll-labour Ollivier hag ur "Guerzen buhé Helen Jegadeu" (niv. 62) e Bro-Gwened. Titloù hirañ a zo buhezioù ar sent rag eo alies meneget ar barrez ema inouret ar sant enni. : "Cannen spirituel composet én inour de Sant Nicodêm é parroes Pléniau, é escobty Guénèd" (niv. 23).
Implijet e vez d'an aliesan ur stumm gant peder werzenn a pemp, eizh, daouzek pe trizek silabenn :
Sonn e ré en aer,
Aer an Angelus,
Partout er hléher
E ganné joéius (niv. 153)
An div werzenn a zo implijet ivez a-wechou :
Pautred, ér fest hag er pardon
Lakamb de drouzal en dason (niv. 35)
D'an aliesañ eo savet ar sonennoù war un hevelep patrom : un diskan, korf ar ganaouenn hag ur glozadur.
"le terme refrain n'existe pas en breton ou du moins il n'existait pas avant que le clergé ne répande le mot diskan. Car c'est une particularité de la musique bretonne d'église que d'avoir précisément des refrains."
An diskan a vez kavet e-barzh peurvuiañ buhezioù ar sent mes n'eo ket red boud unan. N'eus diskan ebet e "Buhé Sant Turiau" (niv. 6) nag e "Kannen buhé Sant Geltas" (niv. 15). Pa ez eus unan, an diskan a c'houlenn truez ha sekour gant ar sant :
O Sant Cado, hur patrom
Sellet doh omb get truhé (niv. 117)
pe
O Sant Eutrop a lein an Nean,
Sekouret ni bras ha bihan (niv. 94)
Pedet eo ivez ar sant da zarbordiñ evit pardon ar pec'herion :
Sant Jervès ha Protès, hou suppliein e hramb
Dirak en Eutru Doué hou pet chonj ahanamb (niv. 98)
Ma eo goulennet madoù ar spered, n'int ket ankounac'het madoù ar c'horf koulskoude :
Sant Nicodêm é peb amzer
Pedet aveidomb hur salver
En hou chapel èl d'hun tadeu
Obetenet d'emb pep sort madeu (niv. 23)
Ha rak n'eo ket aes chom war an hent kristen, goulennet eo ivez skoazell d'ar sant :
Sant Turlin ...
Groeit na veemb perpet fidel
Da Zoué ha d'é lézen santel (niv. 88)
Mes kavet e vez ivez diskan e-barzh sonennoù n'int ket relijiel evel "bretoned ... berpet" (niv. 59)
Ia
Ia, berpet é bro Guinéd
Ni chomou guir Vretonèd
pe e "1914 - er votaj é Gregam" (niv. 56) :
Eit ma vou dihuennet mat er liberté,
En Eutru l'Estourbeillon vou député ;
Getou é ma drapeau er grechénion
Damb ol enta ha votamb aveit-on
Marteze e kaver aman un diskan rak int bet savet gant beleien : "Bretoned...berpet" a zo bet ijinet gant Job ar Bayon, kure Begnen hag "er votaj e Gregam", hervez ar pezh a lar, a zo bet savet gant ur c'hatolik !
An diskan a zo bet adouilhet a-wezhioù. E "Cantik én inour d'en Intron-Varia a Kernascleden" (niv. 259) n'eus diskan ebet. E "Kannen én inour d'en Intron-Varia a Garnasen" (niv 246) a zo an hevelep kannen ez eus un diskan. Padal ez eus bet moulet an eil kanenn kalz devezhatoc'h eget an hani kentan : an niv 259 a zo bet moulet etre 1842 ha 1874 (Louis GALLES en deus labouret etre ar bloavezhioù-man) hag an niv. 246 a zo bet aotret e 1946.
Krogin a ra alies gant ur galvadenn. Red eo saver ar ganenn tapout evezh ar selouerion diouzhtu. Graet eo memes tra gant ar c'hanennoù ha gwerzioù hengounel dre gan. Arabat eo ankounac'het eo graet ar follenn-distag dreist-holl evit bout gwerzhet.
Ar selaouerion a c'hell bout dibabet. Ar galvadenn a zo huchet evit tout an dud :
Kompagnoneh mar plij genoh
Kleuet, ha me espliquou d'oh
Dré koun, mar guel mem boéh padein
Darn a vuhé Sant Mathurin (niv. 151)
pe evit selaouerion resis :
Kristenion a garanté
Cheleuet ol kannein buhé
Sant Mériadek, Eskob Guéned (Niv. 220)
Ar galvadenn a zo graet ivez evit dihunan ar selaouerion. Red eo d'ar saver (ha d'ar c'haner) rein d'an dud c'hoant da selaou ar sonenn.
Più benak e hellou kleuet
Er gannen-men hemb bout touchet,
En des ur galon kaletoh
Eit en dir, en hoarn, hag ur roh
Kleuamb get respet en histoér
Ha lakamb hi én hur mémoér,
Aveit chonjal én hi bamdé,
Etré ma padou hur buhé. (Niv 181)
An daou skouer a-us a zo kanennoù relijiel mes e c'hellomp klevout galvadennoù evit sonennoù :
Cheleuet tud er hornad, a surtout e ré yaouank
Me zo hon de gontein ou rézi d'er guér a Goëhellan (niv 55).
E-barzh ar c'hannennoù relijiel ema ar poz ketañ alies evit meuliñ Doué pe ar sant :
Ar hun deuhlin, o Mam karet,
Dirak hou limaj beniget,
Ni e velou hous hanù sakret. (niv. 126)
pe
Kannanmb ihuel hé vertieu
Hag ré buhé lan a skuirieu
Rentamb amen dehi inour
Aveit kavouit geti sekour (niv. 97)
Graet eo ivez ar poz ketan evit azeziñ tud pe lec'hioù an istor :
Màr dès hoah tud dré sé a n'en dès chet gouiet
Petra dès groeit Zulian get er Franmassoned (niv. 233)
pe
E parroes en Arhon,
Pêl doh saffar er bed
Ar vordèn er mor don
E hès ur lèh choéjet (niv. 101)
Goude-se ez eomp e-barzh an istor. Dibunañ a ra ar pezh a zegouez red an amzer. E kanennoù a-zivoud ar sent e veze buhez ar sant displeget enno ag un penn d'ar penn all. Krog a ra evel-just gant ar ganedigezh :
En Angletér, chetu gwerso
En ur gérig hanùet Harfam
E ma gannet patron hur bro (niv. 95)
Warlerc'h eo deskrivet familh ar sant. Evel-se e ouiomp e oa ganet Sant Albin en ur familh "a dud pinuik" mes "serviterion de Zoué" evel Sant Eutrop, "a noblans kaèr" diskennet ha "dehou ne vanke ket danné". E c'hontrol e oa savet Sant Thuriau en ur familh " a rank ihuel mes de Zoué ne oent ket fidél" evel Sant Matelin desavet gant tud a "oa paian". Deskin a reomp penoas en deus tremenet ar sant ar vugaleaj
Er hroaidur Alexis a rai mercheu abret,
Durant é yaouanquis é tisprisai erbet
Dré é vuhé réglet, ean a rehai d'antant
Penaus é oé gannet aveit devout ur sant" (niv. 19)
Warlerc'h ar vugaléaj ez eus sent o deus dibabet diouzhtu bevin evit Doue hag an ilis evel Sant Iehann (niv. 95) :
Goude men dès groeit é studi
Eit hum rein a zevri de Zoué
Ean hum den én un abati
Eit tremén ino é vuhé
ha re o deus tapet ur vuhez santel dre hentoù dishenvel :
Ardro en ouaid a zeuzêc vlai
Guet er bed amouêdet ma oai
E quitas hé zud a zevri
Eit bihuein franq d'é fantasi (niv. 167)
Sonennoù a zo savet war an hevelep patrom mes an aozer a gemer perzh e-barzh an istor kalz muioc'h eget e-barzh ar c'hannennoù relijiel :
Hui garehé gouiet marsé
Più e oé er Judas neué (niv. 232)
"O pesort amzer divourus, tristedigezh en hum bro
pautred, merhed, kouh ha yaouank, peb unan uilé arriù é dro" (niv. 52)
"Ne garamb ket er framason
E ra de grignat er hanton (niv. 56)
Korf ar c'hantikoù a zo savet war ur patrom dishenvel rak n'eus urzh an amzer da heul. Ul listenn meuleudioù pe adgoulennoù int dre vras :
Goulennet aveid omb, o Mari !
Ma vihuehemb e karanté Doué...
Aveit omb, ô Mari goulennet
Ma varhuehemb ol ér a hrès... (niv. 8)
pe c'hoazh :
O hui / Croaidur joéius,
Devotius
Ha lan a zoustér ! ...
Jésus !
Bouit précius,
Er ré eurus,
O doué éternel... (niv. 16)
Echu a ra ar gannenn d'an aliesañ gant ur galvadenn all evit goulenn sekour da Zoué pe d'ar sant ur wezh all pe eivt o meuliñ :
Hag étré en ol caranté
M'hur bou er Baraouis goudé ;
Mêlamb Jésus, mèlamb Mari,
Mêlamb ehué Sant Corneli (niv. 158)
pe :
Patrom karet er soudarded,
Goarnet hou pugalé
Reit dehé get en eurusted
Greseu get larganté (niv. 155)
Sonennoù politikel a echu alies gant ur galvadenn ivez :
A bas la Clique, la République
Vivent les chouans de Languidic (niv. 233)
Laramb a voeh ihuél !
Dehé ni rei brezél (niv. 232)
Araug pautred aveit hou Mam
Eit Breih Izel, perpet divlam
Araug, pautred, eit hé dihuen
Kent ma koéhou ar en dachén (niv. 35)
Ral e oa kavet e dibenn ar gannenn menegoù a-ziwar an den en deus savet anezhi evel ma oa graet e bro-Dreger da skouer. Bez zo re memes tra evel "Er sonnen mann e zo saluet de patriotet Koëhellan" (niv. 55)
Me larehé d'oh pelloh hoah ag e rezi sen
Mè poën é d'ein finissein, arriué hir me hanen
En hani nesi komposet zo a barréz Locmaleu
Our prisonnier an Allemagne, i ma Joseph er Galleu
Lakeit n'oé ba ni spéret ul komposein anehi
Gost e ho dahlet pèl er jonj a due goé er Germany
Ar c'hannennoù war follennoù-distag a zo brudet evit bout savet en ur yezh diglan, leun a gerioù gallek. Evel ma lar LUZEL "celles qui sont imprimées, sont généralement guindées, prétentieuses, prosaîques, triviales, grossières parfois et la langue en est détestable". Ar ger "détestable" a sinifi evit LUZEL eo implijet kalz re a gerioù gallek :
Ean a zei nozé, dré gourhemèn é Dad,
E gloér ha majesté én deval Josaphat
Bet en dès receuet pouvoér guet en Drinded
De brononce er santance a énep er péhèd.
Cantiq spirituel ar er jujemant jeneral (niv. 31)
Ma eo implijet alies gerioù gallek, n'hellomp ket lared ema ar yezh ken fall. An Aotrou NOURY a zo ur skouer d'ar yezh implijet gant ar veleien. Arabat eo ankounac'het eo bet ar c'hannennoù war-follennoù-distag savet d'an aliesan gant beleien e bro-Gwened. Yves LE BERRE a skriv : " Le breton de l'abbé NOURY est conforme aux pratiques traditionnelles du clergé. Les emprunts français y sont nombreux, ce qui n'empêche pas la langue d'être parfaitement authentique" :
Qué, cannen hirvoudus, sustanç a me halon,
Qué, ha lar de me fobl ol me affliction
Douguet-hi, Aeled mad, hag assuret dehai
E ma dé ha noz ol me chongeu guet-hai (niv. 180)
Dindan levezon ar vretonisted, hag e bro-Gwened gant levezon ar gazetenn miziek "DIHUNAMB" savet gant Loeiz HERRIEU hag André MELLAC eo bet chanjet kalz a draoù e lennegezh bro-Gwened. Savet e 1905 DIHUNAMB en deus roet ur lans da kalz a skrivagnerion evel Job ER BAYON, OLIERO, ER JOUBIOUX... DIHUNAMB en deus embannet levrioù (Ar en deulin - Yann-Ber KALLOC'H, Chal ha dichal - Ropert ER MASSON...) ha sonennoù war follennoù-nij :
- Arzur III Duk Breih (niv. 2) savet gant Loeiz HERRIEU
- Sonenn er c'hafé (niv. 229) savet gant ER JOUBIOUX
- Baléaden Nédeleg (niv. 275)
Kalz hag an aozerion a laboure gant DIHUNAMB o deus ivez embannet sonennoù war follennoù distag.
Evito oa red implij ur yezh glan, da lared hep gerioù gallek pe brezhoneket. Neuze e kavomp d'ar mare-se testennoù adsavet : gerioù brezhonek zo lakaet e plas ar gerioù gallek :
Cannen spirituel buhé Sant Gueltas (niv. 22)
Cheleuet, Popl à Houad, ha groeit attention
Ar vuhé Sant Gueltas, hou scuir ha hou Patron
Sellet-ean evel ou scùir, eit reglein hou puhé
Avel hou caution ha Patron dérac Doué
ha Kannen buhé Sant Geltas (niv. 157)
Cheleuet, pobl a Houad, chonjet én hou kalon
E buhé Sant Geltas, hou skuir hag hou Patron
Sellet ean èl hou skuir, eit reihat hou puhé
Hag avèl hou Kouarnour ha Patrom dirak Doué.
N'eus roud ebet ag ar c'hlotennoù hag enklotennoù kozh e kanennoù war follennoù-distag. Kavet e vez nemet dibenn-klotennoù war ar skouer gallek.
D'an aliesañ eo implijet ar stumm aa-bb :
Trugairéquamb ol Doué liès
En dout reit d'emb én hur parraes
Sant Turiaù, gannet ér hanton :
Pedamb-ean guet gùir devotion (niv. 6)
pe :
Bretoned a vro-Guéned, a Vreih-izél abèh
Deit ma plij genoh hiniù, de cheleu doh mem boèh
Ha hui a gleuou mélein, en Duk brudet Arzur
E zou bet hed é vuhé, mat, kalonek ha fur. (niv.2 L.HERRIEU)
Kavet e vez ivez a-wechou ar c'hlotennoù kroazet ab ab :
Sonn e ré en aer
Aer en Angelus
Partout er hléher
E ganné joéius (niv. 153)
pe c'hoazh gant c'hwec'h gwerzenn ar stumm ab ab cc :
Bretonèd ag er mézeu,
Goarned mat hou kalon,
Eit hou kér, eit hou lareu,
Karanté son hou kornad doar
Ken dous d'en hani er har (niv. 59 J. ER BAYON)
An aotrouion ER JOUBIOUX ha GUILLOM o deus kroget implij un doare-skrivañ disheñvel diouzh ar gallek e bloavezhioù 1845 gant Doué ha mem Bro e 1844 ha Livr el labourer e 1849. N'int ket bet heuliet penn da benn war an tachenn-se mes seblant a ra bout dilezet an "e" mut. Keñveromp da skouer ar "g/Cannen spirituel A Bassion hun Salvér Jesus-Christ" moulet é ti an intanvez BIZETTE, da lared etre 1802 ha 1825 hag an hevelep ganenn moulet gant Yehan-Vari GALLES un tammig devezhatoc'h :
Er jotad e oai quer cruele
Que na vlessas é face santele
Er jottad e oé quer cruel
Que ne vlessas é faç santel
Evit an doare-skrivan eo red c'hoazh menegiñ levezon ar vikel jeneral JEGOUZO. "Du moment où il (JEGOUZO) fut vicaire général, il devint le censeur officiel de tous les ecclésiastiques du diocèse qui écrivaient en breton, ce qui lui permit d'obtenir d'eux en 1893 un ralliement général à une norme orthographique commune qui s'imposa très vite aux laïcs"
A-raok ar mare-se eo bet an doareoù-skrivañ levezonet kalz gant ar gallek : ç, gu. A-wezhioù n'int ket dispartiet mat ar gerioù : Sant Tyflam evit Sant Efflam.
Warlerc'h e c'hellomp merkañ ur chanjamant bras en an doare-skrivañ. Kanennoù a zo bet adskrivet gant reizhadur an doare-skrivañ.
Da gentañ eo bet chanjet ar "C, QU, Q" e "K" ha ne gavomp mui "GU" a zo merket "G" :
Quer câret ha quen inouret
Guet Doué en tri Person sacret (niv.259)
Ken kâret ha ken inouret
Get Doué en tri person sakret (niv. 246)
An "E" a zo lakaet e lec'h an "AE" hag an "I" e lec'h an "Y" :
Teit aer ar é zeuhlin stouyet
E pedein é Dad beniguet
(niv. 13)
Tèr ér ar é zeuhlin stouiet
E pedein é dad beniget
(niv. 172)
N'eus mui "ç" ha "CE" mes un "S" :
Ur soudard, guet ul lanç luemmet (niv. 13)
Ur soudard, get ul lans luemmet (niv. 172)
O Croéz zou lan a espérance ! (niv. 13)
O Kroéz zou lan a espérans ! (niv. 172)
Mes un neubeud aozerion a vir o doare-skrivan evel Pierre LAURENT a skriv e 1899 neoazh :
Deustou doh Bréh hun nes peleit
N'hun nes chet hi bet ancoéheit
ha chetu ni ur vandennad
I clah monnet de bardonnad.
Ar "C" a zo c'hoazh implijet e-lec'h ar "K" nevez.
Ar saver sonennoù Job ER GALLEU a skrive e kreiz hon c'hantved gant un doare-skrivañ ispisial :
Dès invanted er satelite
a dreicht er béd à dreicht er vro
Des invanted er satelite
Sord neu deschet houah er Namerique (niv. 228)
Ar memes ger n'eo ket skrivet en un doare henvel a-hed ar sonenn : a dreicht hag à dreicht, dès ha des ; n'eo ket dispartiet ar gerioù mat : deschet e lec'h deus ket pe er Namerique e-lec'h en Amerik. Mes komzet a vo a-ziwar Job ER GALLEU war-lerc'h.
Ar c'hannennoù war follennoù-nij a zo alies savet war un ton anavet a-gent gant an dud. Alies eo meneget an ton kinniget evit kanal ar ganaouenn.
ë Meneget eo en un doare resis evel ton : Cannen Santès Mari en Egyptianès pe Cleuet tud curius. Alies eo choajet ton ur c'hantik pe ur sonenn anavet mat : Cheleuet ur person a zo bet savet gant an Aotrou NOURY, person Begnen, e 1793 hag implijet eo evit kanennoù abaoue. Kinniget eo evit Cannen ar vuhé Sant Isidor (niv. 242) moulet e 1886 ha Kanveu én inour de soudarded Mouried marù er brezel savet e 1917 (niv. 194) ha c'hoazh evit ur g/Kannen en Intron Vari a Grenenan (niv. 209) moulet e 1927. Fentus eo merzout an dra-se rak war follenn kanenn "Cheleuet ur person" eo meneget an ton Souéhet-on, Plenieùis". Evel just n'eo ket bet ijinet an ton gant an Aotrou Noury ha kanet eo bet war un ton anavet gant tud a Vegnen. An ton-se a servijo warlerc'h dindan anv "Cheleuet ar person". Evit ar sonennoù eo implijet tonioù all evel "Margareitig a Loizig", "Merh en dug a Nanned", "E monet de foer Kernaskléden". Mes ar sonennoù a c'hell implij ton ur c'hantik evel ar sonenn "Ar dro er franmassoned" a ginnig ton "Geneveu a Brabant".
ë Meneget eo ivez meur a wezh niverenn ar c'hantik e levr kantikoù evel "ton n°106 bis"
ë A-wechoù eo meneget ar skrid-musik. War ar follennoù koshañ eo implijet skridoù-musik gant pevar linnenn. War ar skridoù-musik-se eo red lenn an notennoù evel-se :
a dalv o
a dalv oo
a dalv oooo
a dalv o.
Red eo lenn ar skeuliadoù evel-se :
Cannen én inour de Sant Rivalan (niv. 165) a zo merket evel-se.
War ar follennoù neveshan eo implijet skridoù-musik gant pemp linnenn evel Sonnen er Hafé (niv. 229)
ë Evit ar follennoù n'eo ket meneget un ton resis warnehe eo alies kinniget ar un ton hanaùet pe ar un ton nehué. Kavet e vez ivez "ton en ilis" (niv. 327) pe "ar un ton douce ha hire" (niv. 333).
ë Kinniget eo ivez a-wezhioù daou don : O Mam a garanté pé ar un ton neué. (niv.17)
ë Tonioù gallek a c'hell bout kinniget ivez hag an tonioù "Prosterné devant vous, Seigneur" ha "Loin de votre rude campagne" a zo implijet ar muiañ. Mes tonioù all a zo ivez :
Sainte Sion ravissante demeure (niv. 16)
Quand verrai-je ma Normandie (niv. 261)
Quand le bien-aimé reviendra (niv. 327)
Evel ma zispleg Charles CHASSE "On sait comment Kousk Breiz Izel n'a pas été, comme le pensent tant de gens, composé sur des rythmes autochtones venus du fond des âges mais sur l'air de "en revenant de Chandernagor" romance qui connut une grande vogue vers 1885 lors de la campagne du Tonkin".
Mes ne vez ket kavet e-barzh ar c'horpus-man sonennoù savet war ton "La Paimpolaise" a zo bet implijet kalz evit sonennoù war follennoù-distag e Breizh-uhel
ë Bez ez eustonioù a zo bet savet evit ar c'hannennoù embannet ha red eo komz aman ag an dud o deus savet ar tonioù-se. Daou zen a zo bet meneget evit bout sevel tonioù : Theodore DECKER ha Dom Louis HERVE.
Ganet eo e Luxembourg an 3 a viz du 1851. E zud, ar baraer-kiger Michel DECKER hag e vaouez Madeleine BERCHEM o deus ean desket ar sonnerezh. Goude bout skolaer e Differdange e ro e zilezel e 1873 hag e teu e Sant Malo evit bout kelenner er skolaj ar Jezuisted. Dimezin a ra gant ur plac'h a vro-Skos Rosa Caroline PRESGRAVE. Dilojan a reont e Gwened e-lec'h ema Theodore DECKER kelenner orglezoù e kloerdi bras ha kelenner piano, allemanek ha saoznek er skolaj Saint-François-Xavier betek an oad a 78 bloazh.
Pevarzek bugel a gano en o ti ha brudet a vint kalz etreze.
E sonnerezh a zo dreist oll sonnerezh sakret evit orglezoù ha korioù evel ur "Lauda Jerusalem" savet evit perc'hinded lourd parrezioù Ploermel, Gwened, Pondi hag an Oriant.
Savet en deus ivez sonnerezh evit pezhioù-c'hoari Job ER BAYON.
Kavet e vez er c'horpus-man un ton savet evit kannen Job ER BAYON "Guerzen én inour d'er ré maru eit ar vro" (niv. 108), unan all savet evit kannen François Mari FALQUERO "Kannen Intron Varia er Sklérdèr" (niv. 112) hag unan savet evit kannen J. LE HENANFF "Ni hur bou Doué" (niv. 227).
Ganet er parrez ar FAOUET, ean a zo bet kelenner e Keranna a-raok mont da voud monac'h e Kergonan. Ean a zo ;bet rener embannadur ar c'hantikoù a eskopti Gwened e 1923.
Savet en deus evit Job ER BAYON daou don evit kanennoù Sant Eloi (niv. 163-164).
Ne vez ket kavet alies anv an aozer war ar follenn-distag pe e-barzh ar ganenn a-raok fin an XIXvet kantved. Ar c'horpus-man a ziskouezh un toullad follennoù deizhiet abaoe 1810 mes follenn ebet sinet a-raok 1863 septet unan savet e 1775 mes moulet war-lerc'h hep muioc'h a ditouroù. E-mesk an aozerion anavezet ez eus kalz tud desket : beleien, skrivagnerien. Er c'hontrol d'ar pezh a vez kavet e bro-Dreger da skouer, ne vez ket kavet alies tud ar bobl evel Yann ar Minous pe Yann ar Gwenn. Int a zeu a bep tu d'ar vro-Gwened nemet ar barrezioù war-dro Gwened.
Ez eus e mesk ar saverion kannenoù kalz muioc'h a veleien : 67 % an aozerion a zo veleien : person ur barrez, kure, kelenner e kloerdi. Ar 33 % a chom o doa micherioù a bep sort : labourer-douar, gazetenner, souler, skolaer.
Ar follenn koshañ am eus kavet er c'horpus a zo bet savet gant ur "beleg a Huéned" e 1775. Piv a oa ? Sonj ebet.
A-mesk ar veleien o deus embannet sonnenoù war follenoù-nij ez eus tu kavout meur a rummadoù : ar bersoned , ar vikelion, ar visonerion, ar gelenerion.
Niverus eo ar veleien o doa e c'harg ur barrez a savjont kannenoù ha kantikoù evit inouriñ sant ar chapel pe ar feunteun sakret.
Kemeromp, da skouer, LE LIVEC, bet person Giskrif, Groe, Planwour, a savas kanennoù e pep barrez en deus chomet enno : "cantic spirituel composet ar Buhé hac e henou sant Tudy abbat, patron inisen Groix, Escopti Guénet " (niv 272) pe"Buhé Sant Piar, apostol, patron paresse Plan-our, escopti Guénet" (niv. 332) ha kalz a ganennoù all.
Maurice GOURON, skolaer e Keranna, person Enez Houat ha goude-se person Arzhon, en deus "Saùet [...] kañnenneu gaer eit rein diùaskel d'er beden, hag hé lakat de seùel tréma en Eutru Doué". Savet en deus pa oa person-dean e Gregam etre 1895 ha 1921 ur "g/Kannen Sant Eloé inouret e Lopabu-Grégam"(niv. 93) mes anavet eo kalz muioc'h e ganenn "O mam a garanté" e kavomp er c'horpus war follenn niv. 46 "In inour d'en Intron Varia Lourd".
Durank er Sakrefis en Eutru Hunsek e hoarié ar en orglizeu er hañnenneu kaeran saùet dré en Eutru Person, ha brudet er pearn horn ag en eskopit : O mam a garanté"
François FALQUERO, person Pleskob e 1902 goude bout kure e Plaren etre 1878 ha 1884, kure en Iliz Veur Gwened etre 1884 ha 1895 hag alusoner an ursulined etre 1897 ha 1902 en deus savet kalz a gantikoù evit e deanded : "Sant Kereg patrom Mouriec" (niv. 102), "Kanen Sant Jelan" (niv. 138), "Kanen én inour d'en Intron Varia Kelven" (niv. 268). Evel ma lare Aotrou LE GOFF "c'est un des meilleurs poètes bretonnants vannetais. Le fonds chez lui vaut la forme qui est parfaite".
LE MOUROUX, anvet beleg e 1821, person Kerforn e 1835 ha goude-se person Ploerdut e 1838 a zo aozer d'ur "guerzen en Intron Varia a Grenenan" (niv. 191).
Etienne LE STRAT ivez a save kanennoù evit ar barrezioù e oa e chom enno. Pa oa kure Genin etre 1890 ha 1897 en deus savet "Cannen én inour d'en Intron Varia er Manéguen" (niv. 177) e 1891. Aet da person Ploue e 1918, ean a savas pa arriuas "Kannen én inour d'en Intron Varia er Bleu"(niv. 266).
Victor MICHEL (1839-1902),alusoner, Jean-François LE HENANFF (1845-1912), Joseph Alphonse MARY, kelenner e kloerdi Keranna, o deus ivez savet un neubeud kanennoù relijiel.
J. M LE CUNFF, person Krac'h en deus embannet e 1875 ur c'hantik evit "Intron Varia er Seih Glahar" niv. 72) inouret en e barrez.
Personed o deus goulennet gant re all sevel ur ganenn evit o barrez : an Aotrou GACHET, person Neuillag, a goulennas gant Job ER BAYON ur c'hantik nevez en inour Intron Varia a Garmes "pour remplacer l'ancien qui manquait un peu de souffle et de poésie" hag
Er véléan aral ou goulenné getou (Jean Mathurin KADIG) aveit gouil ou fatrom hag é vézent groeit hir bras.
Mes red a oa d'ar personed ivez ren buhez o baresionis hervez al lezen kristen. An Aotrou NOURY (1743-1804), person Begnen etre 1770 ha 1790 en deus kompozet kantikoù.
"Dans le but de se prémunir contre les doctrines perverses et dangereuses de cette époque terrible, il composa des cantiques populaires, pleins de doctrine, sachant que la mélodie est dans une population qui aime à chanter, le meilleur véhicule des idées et des sentiments qu'on veut lui suggérer"
An hani brudetan, savet e 1795 a zo bet anavezet "Cheleuet ur person" (niv. 180). An Aotrou ER JOUBIOUX a lare a-zivoud an destenn-se :
Je ne connais, dans aucune langue des vers supérieurs à ceux de certaines strophes de cette élégie. J'ai lu les Tristes d'Ovide et je crois que le poète breton bat le poète romain".
An Aotrou NOURY a zo c'hoazh anavezet mat gant an dud ag ar vro ha kanet e vez alies tre evit Nedeleg e gannen "Peh trouz zo ar an douar" (niv. 226 ha 308).
Devezhatoc'h, Louis BAUDET, vikél e Pluhuigner etre 1853 ha 1858 a savas ur "Cannen spirituel énep d'er hrolleu"(niv.16).
Ar misioned a zeu e-barzh ar parrezioù evit adaveliñ an dud pe pa oa c'hoarvezet ur sakrilach bennak. Mathurin TEXIER (1849-1918), misioner, deuet da Genin, da skouer, goude un torfed graet e keñver chapel Sant Nikodem e 1912 en deus savet ar "guerzen a reparasion de Sant Nikodem" a-ziwar an torfed-se (niv. 208) evit distañ kounnar Doué. Yann-Vari BREUREC, misioner heptañ, a save kanennoù en inour da Santez Anna (niv. 47 ha 125) pe d'an Intron Varia (niv. 145, 210 ha 247).
Mes e-mesk ar veleien o deus savet kanennoù, lod anezho o deus ivez savet sonennoù : sonennoù politik, farsus, a garantez ! Evel just o deus ar sonennoù-se ur geñtel diouzh ar relijion.
Job AR BAYON (1876-1935) a zo, marteze, an hani brudetañ. Kure Begnen etre 1906 ha 1914 hag etre 1922 ha 1927 eo-ean anavezet muioc'h dre e bezhioù c'hoari (En Ozeganned, Nicolazik, Ar hent de Vethleem) Savet en deus ivez sonennoù politik evel "Kan poblus ar vretoned" (niv.231), sonennoù evit ar re marv e-pad ar brezel "Guerzen én inour d'er ré maru eit ar vro" (niv. 108), sonennoù farsus pe goapaus evel "Fest Kerhuiton" pe "Eit er lagouterion" (niv. 119) Ul lodenn ag e sonennoù a zo bet embannet dindan anv Job ER GLEAN. Seblant a ra bout un diforc'h etre ar c'hannennoù hervez an anv plunvenn implijet. Job AR BAYON a zo implijet evit ar c'hanennoù relijiel pe politik, Job AR GLEAN evit ar re all. Kalz e sonennoù a zo aet hengounel hag e vez klevet alies "Amzer an Heneu" (niv. 1) kanet gant an dud, chanjet ar gerioù a-wezhioù zoken. Buhez ur sonenn poblek e anavez breman !
Jacques LE MARECHAL, person-dean Pluhuigner e 1926 ha Chaloni a inour e 1929, en deus ivez savet sonennoù disakr hag e "Kousk Breih Izel" (niv. 149) a zo bet kaset da bennvad. Kavet e vez er c'horpus ar sonenn-man e-barzh ul levrig anavet "Chants Nationaux Bretons".
François-Marie FALQUERO a save barzhonegoù evel "E Groé" (niv 41) savet e 1895 pa oa kure e Groe (1895-1897).
Jean-François LE BELLER (1840-1927), person Noal ha chaloni a inour e 1903 a savas ur sonenn e koun un den anvet Yann an Du, marv e 1905.
ER JOUBIOUX (1806-1888), chaloni d'an Tad Santel en deus savet ur "Sonenn er Hafé". Savet en deus un neubeud sonennoù a zo bet embannet gant DIHUNAMB mes n'eus ket bet kavet nemet "Sonenn ar Hafé" war follenn-distag. Anavezet eo muioc'h abalamour d'e levr "Doue ha mem bro". Lukian RAOUL a lar diwar e benn :
"Mgr LE JOUBIOUX n'écrivit malheureusement que très peu. Mais ce qu'il laissa suffit à le classer, avec les abbés GUILLOME et LARBOULETTE au premier rang des écrivains vannetais du XIXe siècle".
Jean Mathurin CADIC, kure en Alre, en deus embannet ivez sonennoù war follennoù-distag. Int a zo un tammig dishenvel diouzh ar re all rak n'int ket bet savet gantañ. Embannet en deus war follennoù-distag dindan anv Yan KERHLEN sonennoù hengounel evel "Berjéren" (niv. 3) a gont un torfed graet pell 'zo. Hervez Loeiz HERRIEU, "il est l'auteur de plusieurs cantiques de pardons" mes hani ebet en deus bet adkavet war ur follenn-distag.
Peurvuiañ an aozerion meneget amañ a implij un anv plunvenn pe evit ar sonennoù pe evit o skridoù all :
Jean Mathurin CADIC |
Yan KERHLEN |
Job ER BAYON |
Job ER GLEAN |
François Marie FALQUERO |
F.F. pe Fanch BOBELAN |
M. GOURON |
M.G. |
Jean-Fraçois LE BELLER |
Er B... |
Jacques LE MARECHAL |
Blei Lann Vaus |
Etienne LE STRAT |
E.S. pe Stevan KERHORET |
Mathurin LE TEXIER |
M.T. |
Abbé Grégoire LOHIER |
Mab er Hlohér |
MARY |
Lez Breiz |
Kalz anezho a zo anavezet evit skrivagnerion : Job AR BAYON en deus skrivet pezhioù-c'hoari (Nicolazic,...) ; François-Marie FALQUERO en deus skrivet pennadoù-skrid e meur a c'hazetenn (Dihunamb, La Croix de Groix, Trived Urh Sant Franséz...),Etienne LE STRAT en deus embannet e 1931 "Guerzenneu Breih Izel", Jean-Baptiste OLIEREU en deus embannet "En Aviel" e 1913. LARBOULETTE (1850-1892) "n'était pas seulement un excellent prédicateur, c'était aussi un excellent poète".
Un dra 'zo da verzout : ganet int devezhatoc'h eget ar veleien. N'eus aozerion n'int ket beleien ganet e-raok 1874.
Etre an aozerion ne oant ket beleien ez eus un neubeud micherioù dishenvel.
Ma a save ar veleien sonennoù ne oant ket relijiel, ne vez ket savet gant an aozerion all kanennoù relijiel mes ar c'hontrol zoken !.
Etre fin an XIX vet kantved hag hanter an XXvet kantved o deus un neubeud tud choajet ar sonenn war follenn-distag evit rein da c'houzout o sonjoù. Kalz micheroù a vez kavet evit ar re-man : skolaerion evel Julian DUPUIS,.labourerion-douar evel Loeiz HERRIEU, gazetennerion evel Pierre LAURENT...
Pierre LAURENT a zo ur barzh a Vro-Gwened ganet e Belz e 1874 ha marv e 1952. Gazetenner evit ar "Nouvelliste" en Oriant, ean en deus embannet barzhonegoù e-barzh "L'Hermine" ha "Revue de Bretagne et d'Anjou". Kavet e vez amañ div sonenn savet gantañ : "pen da d'ein mé" (niv. 103) ha "Pardon Nenna Breh"(niv. 235).
Ganet e 1878, Julian DUPUIS a zo bet skolaer e meur a barrezioù : Merzer, Kernevel, Kemperle, ar Sent, Pont-Skorv, Lan-er Ster hag en Oriant. Skrivet en deus kalz dindan anvioù dishenvel : Julian er Paour, En Neue, Yann Pillot, Jobig M... e-barzh gazetennoù evel "Le Rappel du Morbihan", "Brug". Ar sonennoù en deus savet hag a vo kavet er c'horpus a zo sinet Julian DUPUIS. Savet en deus un toullad sonennoù all mes embannet int bet e "Brug" evel un hani savet a-enep d'ar seureuzed ha leanezed. Disfizians en doa ouzh ar veleien hag ar gristenion. "kriu ha digalon en diabarh". Aet eo d'an anaon e 1955.
Ar skolaer all en deus savet savennoù a zo François JACOB (Efflam KOED-SKAU). Jorj BELZ a skrive a-ziwar e benn "son plaisir était de composer des chansons nouvelles dont certaines sont devenues populaires".
Paul IHUEL en doa tremenet un aotregezh war ar reizh a-raok mont da labourer-douar e Berne, lec'h ma oa ganet e 1903. Anvet da vaer Berne hag ezel Kuzul an Departamant eo bet anvet da gannad e 1936. Goude er brezel, mare ma oa bet graet prisoner en Alamagn, eo bet anvet da bresidant Kuzul an Departamant ha anvet endro da gannad etre 1946 ha 1958. Dibabet eo bet ivez evel Sekretour Stad Ministrerezh al Labour-Douar etre miz here 1949 ha miz gouere 1950. Savet en deus ar "sonnenn a-zivoud mizerieu ar mer" (niv. 106) gant e c'honsort Joseph GUYOMARD, maer Genin ha kannad evelton. N'eus ket bet kavet ur sonenn all savet ganto.
Un den desket drezan e-hunan eo Loeiz HERRIEU (1879-1953). Tremenet en deus e vuhez e-giz labourer-douar en Henbont ha sinan a ra e destennoù a-wezhioù "Er Barh Labourer". Mes emgann e vuhez a zo bet emgann evit ar yezh brezhonek. Sevel a reas e 1905 gant e mignon, André MELLAC, ur gazetenn oll-vrezhonek "Dihunamb" a badas betek 1944. Etre 1906 ha 1914 e savas ur gazetenn sizhuniek divyezhek " Le Reveil Breton" a zeuas da voud "Le Pays Breton". Anavezet eo ivez hervez ul levr en deus skrivet a-ziwar ar brezel bras "Kammdro en Ankeu". Savet en deus kalz a sonennoù a-ziwar traoù dishenvel evel, "Arzur III Duk Breih" (niv. 2) savet e 1905 evit igoridigezh skeud an Duk Breih war plas an ti-ker e Gwened, "En Erùen hag er Rozen" (niv. 45) savet evit eured mignoned dezhan e 1906. Dastumet en deus ivez sonennoù hengounel en ul levr anavezet "Les chansons populaires du Pays de Vannes" hag embannet en deus un neubeud sonennoù hengounel war follennoù-distag evel "Guerzen en Inéanneu" (niv. 33) e 1904.
Joseph EON, anavezet ivez "Job AR GALLEU", oa-ean ur saver-sonennoù mod-bro-Dreger. Souler dre zevezh, ean a save kanennoù a-ziwar pep-tra a c'hoarveze er bed. Setu perak hon eus breman sonennoù evel "Kannen en uranium" (niv. 168) pe "Spoutnik, spoutnik" (niv. 228). Laosket en deus roudoù e-barzh e sonennoù deus an aozer :"hi e zou pet composet / O na bah parez Guern / é ou guer e lein er voten / e zou haunuet Kerriec" evel e vez kavet e-barzh sonennoù Yann ar Gwenn da skouer. Ean a zo an hani-nemetañ am eus kavet a rae mod-se e bro-Gwened. Ean a vale en ur bro harzet etre Gemene/Klegereg/Melrand.
N'eo ket alies e vez kavet anv ur vaouez evit sinan ur sonenn. E-barzh ar c'horpus-man e vez kavet div hepken ha setu perak eo ret menegiñ anezho. Loeiza ER MELINER (1887-1977), gwreg Loeiz HERRIEU abaoue 1910, he deus sikouret kalz anezhañ en ec'h emgann. Mes hi he doa talant ivez da gomposiñ barzhonegoù a sine "Vedig en Evel". Unan nemetken a vo kavet er c'horpus-man : "Ened Breih - I zel ar en hent de Vetléem" (niv. 39). Skrivet he deus kontadennoù a zo bet embannet gant Dihunamb e 1938 gant an titl "Ar bont er velin".
Ar vaouez all a sine MONNA ar barzhoneg "Diléz" (niv. 39) oa Anna Jozefa JEHANNOÙ. Ganet e Langedig e 1892, he a oa ur vignonez da Loeiza ER MELINER. Kas a reas kontadennoù hag ar pezh-c'hoari "Kalon Odil" da z/DIHUNAMB. Marv eo e 1972 e Poulwazeg.
Chom a ra JAFEREDO P.M. en deus savet ar "guerzen buhé Hélène Jégadeu" (niv. 62) ne oa ket tu kaved titouroù a-ziwar e benn.
Goude boud savet e oa red d'ar ganenn boud moulet a-raok boud gwerzhet. E bro-Wened e oa meur a voulerion mes ar re koshañ a oa moulerion ker-Gwened. Moulerion an XVIII ha XIXvet kantved en Oriant a oa moulerion ar "Compagnie des Indes" ha n'o deus ket moulet traoù all. Red vo gortoz eil hanter an XIXvet kantved evit gwelled moulerion an Oriant, an Alre, Pondi mouliñ levrioù ha follennoù-nij.
An div voulerezh pouezhusañ e Gwened a zo bet moulerezh ar familh GALLES ha moulerezh ar familh BIZETTE-DE LAMARZELLE-LAFOLYE. Mes bez zo bet moulerion all ivez e derou ar c'hantved-man.
Ar voulerezh koshañ eo moulerezh ar familh GALLES krouet e 1650 gant Jean GALLES (1644-1684). Goude-se o deus labouret Christophe GALLES (1670-1718) etre 1705 ha 1718, Vincent GALLES etre 1719 ha 1739 e anv e ni Nikolas (1707-1790). Nikolas en deus labouret en e unan etre 1731 ha 1775 hag e eontr Vincent dindan e anv etre 1732 ha 1744. Goude-se e labouras Jean Nikolas Galles (1713-1763) etre 1758 ha 1763 ha Jean-Baptiste-Marie(pe Marc)-Joseph GALLES (1749-1801) etre 1775 betek e varv.
Loasket en deus Jean-Baptiste-Marie-Joseph GALLES ur seurt testamant evit e vugale : "Instructions relatives à l'imprimerie et à la librairie pour mes enfants". Dre an alioù-se e kavomp displegadur ar pezh a vo moulet gant ar familh GALLES :
- arabat eo gwerzhan levrioù a-enep d'ar relijion ha d'ar vuhezegezh vat,
- red eo chaoj levrioù a vo gwerzhet kalz,
- red eo mired ag an nevezentioù.
"Alors que la Révolution bat son plein, l'imprimeur GALLES (Jean-Marc d'ar mare-man) s'inquiète de fournir aux catholiques bretonnants du diocèse de Vannes leur provende spirituelle. Car c'est bien lui semble-t-il qui promeut la diffusion de cette littérature pieuse."
E 1816 eo GALLES henan ezel d'al loj franmason "La Philantropie et les Arts".
E vibien Yann-Vari II (1790-1864) hag Eugène (1794-1826) a renas an ti-moulerezh warl'ch o tad. Gouzout a reomp penoas oa Yann-Vari GALLES dre ur pasport goulennet evit mont da Naoned e 1809 pa oa ugent vloazh. Diskrivet eo evel un den bihan (1 m 63) gant blev ha barv du, daoulagad gell, tev e fri ha gwen e zremm. Embannet o deus ar breudeur koulskoude un neubeud levrioù nevez hag o deus braset an embregerezh mes atav gant testennoù a-du d'ar relijion. Kavout a reomp war follenn niv. 187 ar meneg :
- GALLES J.M. imprimour en Eutru Escob
Mab Yann-Vari, Louis (1827-1874), en deus heuliet ar memes hent rak e kavomp war follenn niv. 217 ar meneg :
- GALLES L mollour en Eutru Escob
Louis GALLES, ezel ar Société Polymatique du Morbihan, a oa ivoulus gant an arkeoloji ha laosket en deus un neubeud dornskridoù miret e levraoueg ar Société Polymathique.
Stad ar bernad graet e 1874, bloazh e varv a ziskouez 5650 levr :
- 1450 levr relijiel e brezhonek (5 titl)
- 3000 levr relijiel e gallek (15 titl)
- 1200 levr all.
87 % ag ar levrioù a zo levrioù relijiel ha 35 % ag ar bernad-man a zo levrioù e brezhonek. E 1874 e oa 25 % ag ar bernad e brezhonek tra-am oa 33 % ag ar bernad kanennoù relijiel e brezhonek e 1788.
Goude marv Louis GALLES eo bet renet ar voulerezh gant Thérèse, e verc'h, dimeet d'Albert LAVERLOCHERE. Merc'hed Thérèse, Marie, Madeleine ha Renée o deus renet an embregerezh warlerc'h dindan anv Moulerezh ar c'hoarezed GALLES.
Serret eo bet ar voulerezh e 1982.
Chomlec'h ar voulerezh GALLES a zo bet ru an Intron Varia betek 1800. Goude-se e chanj anv ar straed da voud Ru ar Prefektur betek 1888 ha ru an Ti-Ker warlerc'h.
Neuze e vefe tu lared eo bet moulet ar follennoù niv. 14,30,51,72, ha 166 a-raok 1800. Koulskoude eo meneget war follenn niv. 51 "GALLES L. Ru en Intron Varia". Ar L-se a zo Louis ha ganet eo bet Louis e 1827. Ar follenn niv. 14 a zo bet moulet gant Yann-Vari (1790-1864). Re yaouank a oa e 1800 evit mouliñ. Imprimatur meneget war ar follenn-se zo LE MAUGUEN a zo bet Vikel Jeneral etre 1866 ha 1872. A-hend-all eo bloavezhiet ar follenn niv. 72 e 1875.
Tu a zo sonjal eo bet implijet anv Ru an Intron Varia pell warlerc'h ar chanjamant.
Ar follennoù moulet gant ar chomlec'h Ru er Prefectur a zo bet moulet etre 1800 ha 1888 mes evel hon eus gwelet eo bet implijet anv ru an Intron-Varia betek 1875.
E 1888 e chanj anv ar straed c'hoazh hag implijet eo bet diouzhtu an nevez anv. Ar follenn niv. 65 a zo bet moulet e 1889 gant chomlec'h "Galles Ru en Ti-Kér".
1791-1802 - Laurent BIZETTE
Ganet e Roazhon e 1761 eo deuet Laurent BIZETTTE da Wened e fin 1782. Dimeet eo da Julienne COROLLAS, intanvez Nikolas MAHE a oa mouler-livrour e Calmont-Bas (Gwened). Kregin a ra e vicher evel keiner e Gwened e straed Sant Huissant e 1783. Dont a ra da voud livrour e 1786 ha mouler e derou 1791. Ean a zeu da voud mouler ofisiel an departamant ha goude-se mouler ofisiel "dileuriadoù ar bobl". Kevrediñ a ra gant Lamarzelle e 1799 evit preniñ melin paper Tredion.
Seblant a ra boud a-du gant sonjennoù nevez kaset gant an Dispac'h Bras. Moulet en deus un "Tableau rapide de l'état de la France lu au Club des Amis de la Constitution le 25 juin 1791" dre Yves-Marie AUDRAIN. Kuitaad a ra Gwened e 1802 goude e zivors e 1798. Mervel a ra e Metz e 1814.
N'eus follenn-distag ebet adkavet evit ar mare en deus labouret Laurent BIZETTE e Gwened.
1802-1825 - Jeanne COROLLAS, Intanvez MAHE-BIZETTE
Ar follennoù moulet gant ar voulerezh BIZETTE a zo er c'horpus a zo mouladurioù graet goude en deus kuitet Gwened rak e kavomp menegoù evel :
- E Guénet, é ty Intanhouez BIZETTE ar er liceu, (niv. 306)
- E Guénet, é ty en intanhouès MAHE-BIZETTE, ar evel liceu (niv. 316)
N'eus ket bet Jeanne COROLLAS intanvez Laurent BIZETTE rak torret eo bet o eured a-raok mes intanvez Nikolas MAHE a oa a-raok dimeiñ da Laurent BIZETTE.
Evit pezh a sell diouzh ar follennoù-nij, n'eus ket bet kavet nemet kanennoù relijiel moulet gant an Intanvez MAHE-BIZETTE.
Distro ar Vourbon a zo koaz da kudennoù evit nevezadurezh breved ar voulerezh. E 1816 eo bet skrivet :
"Brevet décerné par l'usurpateur en 1811. Renseignements : a manifesté pendant l'interrègne une mauvaise opinion. Il y a lieu de croire qu'elle est revenu a de meilleurs principes".
Kregiñ a ra ar mouladurioù de Lamarzelle gant Alexis-Eléonor-Louis-Jullien DE LA MARZELLE (1765-1832) ag an noblans, mab Marie-Léonor DE LA MARZELLE ha Suzanne POIRIER.
Anavet eo e-pad an dispac'h dindan anv LAMARZELLE. Erru a ra e Gwened e 1792. Kapiten an Gward Brodael eo e Fructidor bloazh II (Gwengolo 1794). Prenet en deus kalz a vadoù broadel : tregont mereri, pemzek melin, ur velin-paper, tri forn... Keveriet eo gant ar mouler Laurent BIZETTE evit prenin melin-paper Tredion.
Dimein a ra e 1799 da verc'h Jeanne COROLLAS, bet maouez BIZETTE, Jeanne-Mathurine MAHE.
Da 1808 betek 1815 eo Alexis DE LAMARZELLE franmason e loj "La Philanthropie". Anvet eo da vaer Ker-Gwened e 1808 betek an Renevezerezh. Da 1808 betek 1815 eo ivez Alexis DE LAMARZELLE franmason e loj "La Philantropie". Goude-se e chom Alexis DE LAMARZELLE er-maez ar vuhez publik ha mervel a ra e 1832.
Tri bugel o deus bet Alexis DE LAMARZELLE ha Jeanne-Mathurine MAHE :
- Napoléon-Alexandre ganet e 1801
- Renée-Eugénie, dimeet da Dominique TESSIER
- Alexandre-Marie.
O vamm-gozh, Jeanne COROLLAS, a oa moulerez ha goude he marv e 1829 ha marv o dad Alexis e 1832 e teu an breved da Napoleon-Alexandre a chom mouler betek 1850. D'ar mare-se eo bet moulet war gwaskoù DE LAMARZELLE "La Concorde", gazetenn republikan, kommunist hag enep-bonapartist ha "La Bretagne" gazetenn a-du ar Vourboned. Kondaonet eo Ernest DE LAMARZELLE da voulin e-pad ur vloazh ar gazetenn "L'Indépendant" renet gant Joseph QUENNEC.
Chomlec'h ar voulerezh a zo Plas al liseù.
Michel LAFOLYE en deus dimeet da Renée BIZETTE, merc'h Laurent BIZETTE (1761-1814) ha Jeanne COROLLAS (1754-1829). O mab Eugène a labour evel molour kevredet gant e genderv, Gustave DE LAMARZELLE, mab-bihan Jeanne-Mathurine MAHE a zo hanterc'hoar Renée BIZETTE.
E 1884 e chanj anv ar voulerezh evit boud LAFOLYE Vredér rak Eugène LAFOLYE a labour breman gant e vreur René.
E deroù ar bloavezhioù 1930 e teu Jacques DE LAMARZELLE, mab-bihan GUSTAVE da labour gete. Anv ar voulerezh a chanj c'hoazh. Dont a ra da voud : LAFOLYE ha J. DE LAMARZELLE.
Chom a ra ar chomlec'h Plas al liseù.
Krouet gant an Aotrou LE BEAU e 1886 e chom war ar foarlec'h e Gwened. Chom a ra aze betek 1890. Neuze e tiloj e straed Thiers. E 1895 e ya endro war ar foarlec'h.
N'eus ket follennoù moulet e-pad renerezh LE BEAU.
E 1913 e chanj ar rener evit boud MAHEO ha HURBAL betek 1918. D'ar mare-se en deus ket mui roud a HURBAL.
Neuze e c'hellomp lared eo bet moulet ar follenn niv. 34 etre 1913 ha 1918. Ar follennoù all moulet gant an Imprimerie du Commerce a zo bet moulet e 1923 (niv. 108), e 1925 (niv. 140), hag e 1926 (niv. 201) pa ne oa nemet Emile MAHEO evit rener.
An E.T. Saint-Joseph a oa ur skol kalvezel e-lec'h ma oa desket ar vicher mouler. E bloavezhioù 1950 eo bet krouet un embregerezh rak oa roet re a labour d'ar skolidi. Ar voulerezh-se a zo bet anavet moulerezh Sant Jojeb. Prenet gant an Imprimerie Ouvrière, ar voulerezh a labour c'hoazh bremañ dindan anv I.O.V. (Imprimerie Ouvrière Vannetaise) ha lec'hiet eo en Arradon.
Pemp follenn moulet ganti a zo e-barzh ar c'horpus. Moulet int bet etre 1921 ha 1949 et n'eus nemet kanennoù relijiel. N'eus chomlec'h ebet resiset war ar follennoù.
Div follenn a zo, moulet etre 1898 ha 1918 gant kanennoù relijiel.
Lec'hiet 69 straed ar Morbihan en Oriant, ar voulerezh a zo renet gant A. De LA MORINIERE ganet e Naoned e 1861.
Ar follenn gentañ moulet gant LE BAYON e-barzh ar c'horpus a zo bet moulet e 1904, an hani devezhan e 1942.
Etre 1904 ha 1913 e kavomp ur mouler anavet E. LE BAYON a labour 67 ru er Morbihan en Oriant.
LE BAYON G. En deus moulet un neubeud follennoù ivez mes n'int ket bloavezhiet. Gantan eo bet anavet ivez ar voulerezh "Imprimerie Centrale" hag ar chomlec'h oa ivez Straed ar Morbihan mes niverenn 69, e-lec'h ma oa lec'hiet moulerezh DE LA MORINIERE,. G. LE BAYON a oa melestrer ar gazetenn "Le Réveil Breton".
Diwar 1909 e chanj anv ar voulerezh evit dont da voud LE BAYON-ROGER. Ar chomlec'h a zo c'hoazh Straed ar Morbihan (67) betek miz kerzu 1917. Dilojañ a ra e miz genver 1918 evit mont d'ar Plas Alzas-Loren (13).
War-dro ar bloavezhioù 1925 eo renet ar voulerezh gant Sten ER BAYON hag e 1942 gant E. LE BAYON-ROGER.
L. CHAMAILLARD a zo ivez livrour hag ar stal a zo lec'hiet 4 plas Bisson en Oriant.
Krouet gant LE COAT-SAINT HAOUEN e 1802, "Le courrier de Lorient et du Morbihan" a zo ar gazetenn nemetañ aotret gant diktatur Napoleon.
Ter follenn a zo bet moulet ganti etre 1908 ha 1947.
Lec'hiet eo 18 plas Bisson en Oriant. Ur follenn hepken a zo bet moulet ganti (niv. 214) e 1939. D'ar chomlec'h-se e chome e 1936 prezidant ar "chambre syndicale des maîtres imprimeurs du Morbihan" : Alexandre CATHRINE.
Krouet en Hentbont, ar voulerezh-se he deus kroget labourat e bloavezhioù 1860. An div follenn koshañ moulet ganti a zo bet moulet e 1863 mes ne oa moulerezh ebet en Hentbont e 1854 hervez listennoù er Prefedi. Inskrivet eo war listoù votadeg Kambr ar Gonvers diwar 1900.
Ar gazetenn "Paroisse Bretonne de Paris" a zo bet moulet gant Charles NORMAND ivez betek 1916. Marteze eo marv ar bloavezh-mañ rak e kavomp e 1923 ar meneg NORMAND-MEHAT J Succr war follenn niv. 60.
Chomlec'h ar voulerezh oa 4 straed Trottier en Hentbont.
Alain RONCÉ a zo inskrivet evel mouler-levrier diwar 1905 ha chom a ra 18 straed Trottier.
Div voulerezh a zo bet e Pondi. An hani koshañ a zo moulerezh ANGER, an hani all a zo moulerezh SEVETTE.
Pondi a zo bet anavet Napoléonville etre 1802 ha 1814, e 1815 e-pad ar Kant Deiz hag endro etre 1852 ha 1870. Ar follenn moulet gant L.M. LE BUZULIER en deus un imprimatur a 1863 (niv. 255). Neuze e c'hellomp lared a labouras L.M. LE BUZULIER e-pad an eil Empelerezh.
Ar follenn gentañ moulet gant ar voulerezh ANGER - e ru vras - a zo bet moulet e 1882 (niv. 25) hag e ouiomp dre bloazlevr Morbihan 1898 ema Jules ANGER, mouler 38 rue Nationale e Pondi. Pennher ar "Journal de Pontivy" ha kuzulier-ker a oa.
Marcel ANGER en deus moulet ur follenn gant ur ganenn savet etre 1904 ha 1932 warnezhi. Goude-se e kavomp follennoù moulet betek 1955 gant ar voulerezh ANGER mes hep muioc'h a ditouroù.
Peder follenn a zo bet moulet gant an ti SEVETTE mes ur follenn hepken a zo bloavezhiet e 1907. N'eus meneg ebet ag ur vloavezh evit ar re all.
Ur mouler hepken a zo anavezet evit ar bro Pourlet : an ti GUILLOME. Moulet en deus ar sonennoù savet gant Julian DUPUIS ha Joseph EON war-dro ar bloavezhioù 1940-1950.
Lec'hiet e-tal Langonnet, ar voulerezh SANT-Mikel oa moulerezh un emzivati.
Ar follenn niv. 58 a zo bet moulet gant François SIMON, susitour LE ROY e 1893, a laboure 38 Boulouard Laenneg e Roazhon betek 1906 ha 17 kae Lamartine abaoue.
Penher ar gazetenn L'Hermine e 1919 e klaskas adsevel anezhañ mes ne zeu ket a-benn.
Meur a embannadurioù brezhonek en deus graet ivez.
Mard ez eus breman frankis ar wask hag an embannadur, n'eo ket bet gwir atav.
Ar velestrerezh en deus kontrollet gardis ar pezh a oa embannet hag ar gouvernamantoù o deus reolet an embanadur.
E-pad an impalaerded ketan oa red d'ar mouler lein evit kaout ur breved. Yann-Vari GALLES a leas an 10 a viz gouere 1811 : "Je jure obéissance aux constitutions de l'Empire et fidélité à l'Empereur et promet de ne rien imprimer qui puisse porter atteinte aux devoirs des sujets envers le souverain et à l'intérêt de l'Etat.".
E 1852 eo bet savet ul lezenn a-ziwar ar mers. Red eo d'an levrioù ha follennoù-merser boud merkezenet. Da gentañ eo meneget e-barzh ur c'helc'h "Ministère de l'Intérieur - sûreté générale - colportage" hag anv an departamant.
E 1860 e chanj evit boud nemet ar meneg "colportage" hag anv an departamant.
E miz gwengolo 1860 n'eus ket ken meneg war ar follenn betek 1874. Adlaket int betek 1880 ha n'eus ket ken abaoue.
Ar verkezenn a c'hell boud refuset evit meur a abegoù :
Prefed Pondi a skrivas ul lizher da prefed gwened evit goulenn ma vefe difennet moulidigezh ur c'hantik en inour d'en Intron varia a garmes e 1811 :
Ce cantique date de plus d'un siècle et je trouve qu'il n'est guère convenant aujourd'hui de parler au peuple le langage mystérieux des temps passés (...) Je pense, en outre, M. Le comte, que moins on imprimera en idiome du pays, plus on tendra à amener les cultivateurs à l'étude et à la pratique du français.
Evelse eo bet nac'het ur "sonnen nehué" kinniget gant GALLES e Gwened e 1861 :
"Les jeunes gens qui vont s'instruire dans les villes et qui reviennent ensuite au pays natal y sont dépeints comme de demi-savants n'accomplissant plus ni les devoirs de religion ni ceux de famille. Idée hostile aux progrès de l'inston (sic) et peu favorable à la fusion des deux éléments français et Breton". Saver ha pozioù ar sonenn a zo disanavet.
Ar sonenn "Voeu des marins de Sarzeau" moulet gant LAFOLYE ha DE LAMARZELLE e 1861 ha savet gant GUILLOM a zo bet nac'het abalamour :
"voir les strophes 4e et 5e. Nonobstant la date de 1855, on pourrait y trouver des allusions à la situation actuelle de l'Italie, à Victor Emmanuel et aux volontaires pontificaux". Ez wir, adembanadur kanennoù pe testennoù a gav kudennoù a-wechoù.
Ar "Georgiques Bretonnes" n'en deus ket bet ar verkezenn e 1861 abalamour d'ar poz devezhan :
"Le comte de Chambord y est clairement désigné comme pouvant seul délivrer la france d'une race d'hommes impitoyables, sans foi et sans religion qui pèse sur les pays.
Bien qu'édité en 1849, le ...(?) pour beaucoup de lecteurs peut encore être considéré comme ayant sur ce point un caractère d'actualité".
Lezenn an 29 a viz gouere 1881 a lar : "Tout imprimé rendu public à l'exception des ouvrages dits de ville ou bilboquets portera l'indication du nom et du domicile de l'imprimeur".
N'eo ket bet heuliet ar reolenn-se gant oll ar voulerion.
Evel a zisplege an aotrou LE GOAZIOU, mouler e Kemper, da Joseph OLLIVIER : "Devant son insistance (d'ar c'haner), je finissais à accèder à son désir mais je ne mettais pas le nom de mon imprimerie au pied de la chanson pour éviter des poursuites possibles".
D'an aliesan eo bet niverenn a skouerioù moulet etre 1 000 ha 2 000. War listenn ar skridoù e Prefedi etre 1917 ha 1935 eo bet moulet :
1000 skouer : |
Kannen-peden d'Intron Varia er Bleu, |
Kannen Morised, |
|
Kannen Sant Meriadec, |
|
Santez Anna. |
|
2000 skouer : |
"Guerzen Sant Turiau" patron de Plumergat savet gant an Aotrou Mary, person Pluergat, |
Kannen Sant Cornely savet gant LE GUENEDAL |
|
5000 skouer : |
Kannen Lourd Bredewi |
ha zoken 20000 skouer : |
En en zastumamb paotred ! Poent braz eo. |
Mes e c'hell bout kalz neubeutoc'h evel ar varzhoneg "Jobic" savet gant FALQUERO "Ce petit poème qui n'ayant été tiré qu'à une cinquantaine d'exemplaires, peut être regardé comme inédit"
Lennadur-merser eo ar c'hannennoù war follennoù-distag. Graet int bet evit boud gwerzhet hag e vo studiet al lec'hioù int bet gwerzhet enno (A) hag an dud o deus o gwerzhet (B) hag o priz (C).
ë Gwerzhet a oa ar follennoù e-pad ar foarioù hag ar pardonioù.
Loeiz HERRIEU a gont e 1943 :
"Il n'était pas rare, il y a un demi-siècle de voir dans de nombreuses fermes de Basse-Bretagne, une petite bibliothèque bretonne composée de ces livres de dévotion auxquels venaient s'adjoindre des publications profanes, des copies de mistères, dont les manuscrits circulaient d'une ferme à l'autre et d'innombrables guerzes et sônes sur feuilles volantes que des colporteurs vendaient aux foires et marchés."
Diouzh ar c'helaouerion, pa oant gwerzhet e-pad ar pardonioù e oa gwerzhet ar follennoù etre an overenn hag ar gosperoù.
E-pad pardon Intron-Varia a Gerdrogen e Kolpeu e oa ar c'hannennoù gwerzhet gant leanezed Kermaria.
Mes n'eus ket mui sonj a marc'hadourion kanennoù e brezhonek.
War-dro 1936 a oa merserion e foar Loguenec'h. Ar vaouez a gane hag an den a sone akordeons mes sonennoù gallek a oa dija d'ar mare-se.
ë Gwerzhet a oa ivez ar follennoù e stalioù-levrioù evel a brouv ar follenn niv 153 :
En vente à la librairie L. CHAMAILLARD, place Bisson, 4
Tu a zo preniñ ur follenn pe ur bern follenn evit adgwerzañ anzhe.
Ar verserion a werzhe ar follennoù-distag. E mesk ar strolllad-tud-se e veze kavet daou rummad :
- ar marc'hadour-kanennoù,
- ar c'haner-red.
Reoliet eo bet kalz micher ar merser.
E 1723 eo bet divizet oa red gouzout lenn ha skriv evit boud merser ha red oa boud resevet gant letenant jeneral ar Prefedi war presentiñ ar levrourion ha moulerion.
E 1791 ne dlee ket ken gouzout lenn ha skriv mes red oa kaout un aotre ispisial.
Lezenn ar 28 jerminal an IV a zifenn gwerzhan skridoù a-enep da damani ar bobl.
Etre 1808 ha 1929 eo red kaout ur pasport evit kuitaad ar ger. Talvout a ra evit tou an dud. Evel-se e gweller ur pasport e 1809 evit Ministr ar Brezel a vro-Portugal e-tal pasportoù evit merserion. Goude-se e talv nemet evit ar re baour :"Passe-port à l'intérieur pour une personne véritablement indigente" betek miz ebrel 1829 ha goude-se "passeport gratuit". Kavout areer ar merserion e-barzh ar rummad-se alies.
E 1830 ha 1834 n'eus nemet un aotre da gout evit boud merser mes e 1849 eo red rein ho anv, micher, chomlec'h da ver ar barrez hag ur skouer d'ar skrid gwerzhet. Gant an titouroù-se hon eus listennoù a verserion.
Ne oa ket ken aes ober ar vicher-se rak e veze alies difennet d'ar verserion chom e ker. Prefed ar Morbihan en deus difennet e fin 1850 lezel "les joueurs d'orgue, chanteurs ambulants et autres industriels de cette espèce" chom e ker-Gwened.
A-wezhioù e oa difennet nemet evit un den. Arabat oa da LISSILOUR, kaner-red, d'ober e vicher e ker Hentbont e 1864 evel en doa divizet mer ar ger.
Micher ar c'haner-red pe ar marc'hadour-kanennoù a zo alies ur vicher evit ar re n'hellont ket labourad : ar re dall, ar re vonkard, ar re gann, ar re gozh.
Evel-se e kavomp en toull-barzh Gwened etre 1772 ha 1782 "un ancien matelot de la marine royale, qui gagne sa vie à 80 ans en chantant et vendant des cantiques bretons".
War listennoù 1863-1895 ar Prefedi ez eus da skouer :
- Ambroise QUERE - a chom e Pluneret - dall,
- Etienne LE MENY - a chom en Alre - mac'hagnet,
- Louis Mary LE GOZ - ganet e Gemene - monkard,
- Anna LAMOUR - ganet e Gwened a chom en Alre - sezizet.
Tu oa ivez boud kaner-red nemet evit un neubeud devezhioù evel Anton GOUIN, e vaouez hag e pemp bugel hag a zo bet aotret evit dek devezh : "ayant perdu une bête de somme, sont autorisés à devenir chanteurs ambulants pendant dix jours".
E 1863 eo red d'ar merser kaout ur c'harned roet gant prefet departamant e di. Ar c'harned a zispleg :
- anv ar merser
- ec'h oad
- lec'h e ganedigezh
- e chomlec'h
- ec'h ardremmans
- niver, anv an dud a zo getan.
Hervez Charles CHASSE a oa priz ur follenn nemet ur blank mes un tammig a-raok ar brezel bras e oa ar priz aet da voud 0.10 lur. Ur skouer ez eus gant an niv. 153 moulet e ti Chamaillard en Oriant :
Un exemplaire, 0,10 c ; vingt-cinq exemplaires, 2 fr.; Cinquante exemplaires, 3 fr. franco
Ral e kavomp er c'horpus priz ar follen moulet warnezhi evel war follenn niv. 45 "En erùen hag er rozen" savet gant Loeiz HERRIEU hag embannet gant Dihunamb. Ar priz oa : 10 blank e 1905.
A wezhoù e vez kavet dornskrived war ar follennoù ar pris en doa koustet :
Da skouer : "Acheté 0.25 F le 8 septembre 1934 au pardon de Lotivi" (follen niv. 224).
Ur follenn ne oa ket gwerzhet hervez youl ar saver, Julian DUPUIS :
" Cette gveerz (sic) est distribuée gratuitement. Je l'ai composée dans le but de perpétuer le souvenir des atrocités commises par les tortionnaires allemands dans notre pauvre pays. (...) J'en autorise la reproduction à la condition qu'elle ne soit pas vendue, car il y a déjà trop de marchands de chansons à exploiter la douleur des familles des malheureuses victimes des Boches". Guémené sur Scorff, ce 1er octobre 1944. J.D. (niv. 52)
KLOZADUR
Setu amañ ur gwel meur a-ziwar ar c'hanennoù war follennoù-distag e bro-Gwened. Stadañ e c'hellomp ez eus :
- kalz muioc'h a ganennoù relijiel,
- kalz muioc'h ag aozerion beleien,
- moulerion e ker-Gwened hepken betek fin an XIXvet kantved,
- roud ebet a ganerion-red brudet e-barzh ar vro.
ë Dre an eil klozadur e teu, hep douetans, an hani gentañ. Ar veleien a save kanennoù relijiel. Seblant a ra reizh.
ë An eil klozadur a gas muioc'h ag atersoù. Ar veleien oa tud desket a ouient lenn ha skriv ha sevel barzhonegoù mes evel a ziskouez skouerioù bro-Dreger ne oa ket red boud desket evit sevel sonennoù. N'eus ket bet aozerion sonennoù moulet war follennoù-nij ne oant ket beleien a-raok deroù ar c'hantved-mañ (Ur roud ag ur "sonnen nehué" moulet e 1864 a zo war listennoù an verkesenn mes n'eus ket bet adkavet ar sonenn-se). Koulskoude eo bet sonennoù e-raok, an hengoun dre gan a vir kalz a skouerioù. Marteze eo red klask an diskoulm da tu ar voulerion. E-raok fin an XIXvet kantved e kaver moulerion nemet e Gwened. N'int ket brezhonegerion bemdeiziek. Seblant a ra ar brezhonek boud evito nemet ur yezh evit deskiñ ar bobl. Ha d'ar mare-se n'eus nemet hent ar relijion evit an deskadurezh.
ë War ar follennoù ez eus tu gwellet ivez pouez ar gallek e bro-Gwened. Ar c'hanennoù a zo savet e brezhonek mes anv ha chomlec'h ar mouler a zo alies e gallek. Alies awalc'h ivez e kavomp troidigezh ar sonenn. War kanennoù savet gant stourmerion evit ar yezh e kavomp ivez menegoù e gallek. Evelse e lennomp :
"Complainte de Nicolazic - Trois couplets de cette complainte, composée par J. LE BAYON, seront chantés avant chaque acte et repris en choeur par toute la salle, sur l'air de Merh en Dug a Nañned (première version), emprunté au recueil de Loeiz HERRIEU et Maurice DUHAMEL" (niv. 34).
Pe c'hoazh war follenn niv. 52 :
ceux qui lisent difficilement le breton doivent d'abord la lire posément, puis la relire pusieurs fois, afin de bien la comprendre, avant de la chanter.
Neuze e c'hellomp lared eo bet moulet ar c'hanennoù relijiel evit deskiñ ar bobl hag ar sonennoù evit rein lans d'ar stourm evit ar brezhonek.
ë Ne gavomp ket kanerion-red o deus levezonet ar voulidigezh e bro-Gwened. N'eus ket kanerion-red brudet evit boud ivez aozerion kanennoù ha marteze ema amañ ivez un displegadur d'ar vank a sonennoù war follennoù-distag e bro-Gwened. Ne seblant ket boud darempred etre ar re a save sonennoù dre-gan hag ar voulerion nag ar ganerion-red.
Koulskoude eo kalz ar sonennoù moulet e bro-Gwened c'hoazh anavezet gant an dud. Ez eus tu selaou alies-tre "Amzer an Heneu" (niv. 1), "Kousk, Breih Izel" (niv.148), pe "Ar Skorv" (niv.54) hag ar sonennoù-se o deus bremañ ur vuhez o-unañ.
Distro lec'hienn web